Bayeux
Bayeux | ||
---|---|---|
![]() | ||
![]() | ||
Melestradurezh | ||
Stad | ![]() | |
Rannvro | Normandi | |
Departamant | Calvados | |
Arondisamant | Bayeux | |
Kanton | Bayeux | |
Kod kumun | 14047 | |
Kod post | 14400 | |
Maer Amzer gefridi | Patrick Gomont 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Bayeux Intercom | |
Lec'hienn web | http://www.mairie-bayeux.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 12 640 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 1 778 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 32 m — brasañ 67 m | |
Gorread | 7,11 km² | |
Lec'hiadur | ||
|
||
kemmañ ![]() |
Bayeux a zo ur gumun hag ur gêr eus departamant gall Calvados. Pennlec'h arondisamant Bayeux ha kanton Bayeux eo.
DouaroniezhAozañ
War lez ar stêr Aure emañ Bayeux, 28 km ouzh gwalarn Caen
AnvAozañ
Stummoù skrivetAozañ
Hen-impalaerezh romanAozañ
- Augustodurum (mein-bonn; Taolenn Peutinger)
Impalaerezh roman izelAozañ
- Civitas Baiocassum (Not. Gall.)
- Civitas Baiocassina (sened-iliz 541; Conc. Gall. II, p. 145, 93)
- Baiocas (Not. Dign; Fortunatus; sened-iliz 614; pezhioù moneiz)
- Baiocas (sened-iliz 626/627)
GerdarzhAozañ
- Dauzat & Rostaing ː (Augustoduro), diwar anv Aogust, impalaer, ha duros, kreñvlec'h. Baiocas, diwar anv ar bobl.
ArdamezhioùAozañ
en gul, e leonparzh en aour, leinet gant pennlizherennoù B ha X ivez en aour
IstorAozañ
Ur skol drouized e vije bet war menez Phaunus[2].
Diasur eo hag Augustodurum e vefe bet kêrben ur civitas da vare hen-impalaerezh roman. Darn a sonj dezho hag e oa staget ouzh hini Aragenua (Vieux), en despet d'ar vin-bonn tro-war-dro[3].
Ausonius (309-394), o skrivañ diwar-benn lec'h ginidig ur c'helener eus Bourdel, Phoebicius ː
"Phoebicius ... Beleni aedituus ... stirpe satus druidum gentis Aremoricae" = "Phoebicius ... evezhier templ Belenos ... eus ar ouen drouized Aremoricae"[4]
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Gwelout: Pallenn-moger Bayeux
Bezioù ar C'hommonwealthAozañ
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun: Bayeux Eastern CemeteryAozañ
Bro | Niver a dud |
---|---|
Rouantelezh-Unanet | 5 (Tirlu) |
Hollad | 5 |
Marvet int e miz Even 1944, e-pad an Eil brezel-bed[5].
Bered ar C'hommonwealth: Bayeux War CemeteryAozañ
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Afrika ar Su | 1 |
Aostralia | 17 |
Alamagn | 466 |
Bro-C'hall | 3 |
Kanada | 181 |
Italia | 2 |
Polonia | 25 |
Rouantelezh-Unanet | 3 935 |
Tchekoslovakia | 2 |
Unaniezh Soviedel | 7 |
Zeland-Nevez | 8 |
Dianav | 1 |
Hollad | 4 648 |
Ur mell bered eo, an hini vrasañ eus beredoù ar C'hommonwealth eus an Eil brezel-bed e Bro-C'hall. 338 milour eus ar C'hommonwealth beziet enni a zo chomet dianv. Ne voe ket emgannoù start e Bayeux. Padal e voe gloazet-grevus pe lazhet kantadoù a soudarded e-doug Dilestradeg Normandi e miz Mezheven 1944 pe en emgannoù start a voe goude evit dieubiñ an Normandi. Degaset e voe bezioù eus al lec'hioù emgann e Normandi, eus an ospitalioù ha korfoù nijourion marvet e Breizh ivez[6].
Emdroadur ar boblañs 1793-2006Aozañ

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
- Ex(s)uperius, sellet evit eskop kentañ Bayeux.
- Alain Chartier, skrivagner ha barzhn ganet e Bayeux e 1386; aet da Anaon war dro 1458.
- J. Chartier, breur da Alain, manac'h Sant-Denez, istorour buez Charlez VII, en eus embannet ː les Grandes Chroniques de France, heuliet gant un Histoire de Charles VII, bet moulet e 1476 ha 1493.
- François de Franquetot, dug Coigny, marichal gall (1670-1759)
LevrlennadurAozañ
- M.-N. Bouillet ː Dictionnaire universel d'histoire et de géographie. L. Hachette & Cie. Paris. 1863
- Albert Dauzat & Charles Rostaing ː Dictionnaire étymologique de noms de lieux en France. Larousse, 1963; Guénégaud, 1978
- Nancy Gauthier ː Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. IX. Province ecclésiastique de Rouen (Lugdunesis Secunda). De Boccard. 1996
Liammoù diavaezAozañ
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ M.-N. Bouillet, p. 181, bann 2
- ↑ Nancy Gauthier, p. 41
- ↑ Nancy Gauthier. p. 43-44
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Commonwealth War Graves Commission