Henbont
kumun ar Mor-Bihan
Henbont | ||
---|---|---|
An tourioù "Bro-Ereg". | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Hennebont | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | Henbont | |
Kod kumun | 56083 | |
Kod post | 56700 | |
Maer Amzer gefridi | André Hartereau 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Kab an Oriant tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro an Oriant | |
Lec'hienn web | www.ville-hennebont.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 15 873 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 855 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 5 m bihanañ 0 m — brasañ 82 m | |
Gorread | 18,57 km² | |
kemmañ ![]() |
Henbont a zo ur gumun hag ur gêr eus Breizh e departamant ar Mor-Bihan. Pennlec'h Kanton Henbont eo.
DouaroniezhAozañ
Ar Blavezh en Henbont
- War lez ar stêr Blavezh emañ Henbont.
AnvAozañ
ArdamezioùAozañ
En glazur e lestr en sabel war ur mor en argant, e ouelioù en argant karget en erminoù, ha spararoueziet en gul.
BrezhonegAozañ
Ar Brezoneg er SkolAozañ
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
Ya d'ar brezhonegAozañ
- D'an 22 a viz Here 2009 e oa bet votet live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.
- D'ar 27 a viz Mezheven 2013 e oa bet votet live 3 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.
- D'ar 4 viz Here 2013 e oa bet roet label 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg da gumun Henbont.
DeskadurezhAozañ
IstorAozañ
IstorAozañ
HenamzerAozañ
- An hentoù roman eus Darioritum (Gwened bremañ) da Lokmaria-Kemper hag eus Vorgium (Karaez bremañ) da v-Blabia (Porzh-Loeiz bremañ) a dreuze ar Blavezh en Henbont. Ur c'hastrum a voe savet gant ar Romaned war lez dehou ar Blavezh da ziwall an hentoù[4].
VIvet kantvedAozañ
XIVvet kantvedAozañ
Lakaet ar seziz war Henbont gant lu Charlez Bleaz, Chroniques de Jean Froissart
- Brezel hêrezh dugelezh Breizh: lakaet oa bet seziz war Henbont gant arme Charlez Bleaz e 1342, e-lec'h ma oa bet kavet repu gant Janed Flandrez. Un nozvezh, d'ar 6 a viz Even 1342, e penn ur strollad soudarded, ez eas e-maez ar gêr da c'hwezhañ tan e teltennoù an enebourien. O tennañ splet eus an darvoud e teuas-hi a-benn da dizhout An Alre a c'hellas-hi degas 500-600 marc’heg d'he heul betek an Henbont pemp devezh diwezhatoc'h. Da-heul an taol-ouesk-se e voe graet Janed ar Flamm anezhi. Dont a reas bigi ha soudarded saoz gant Wauthier de Masny ha Robert d'Artois da zieubiñ an Henbont e miz Even 1342.
XVIvet kantvedAozañ
- 1588: trubuilhoù, drailhet dorioù kouent Karmez ha gloazet ur manac'h da varv d'ar 14 a viz C'hwevrer; ar vosenn oc'h ober he reuz e kêr[6].
XVIIvet kantvedAozañ
- Emsavadeg ar Bonedoù ruz, miz Eost 1675: daou zen a voe barnet da varv gant Prezidial an Henbont, Marc Lemoigne d'ar 17 hag ur skoedour, Christophle du Quellenec d'ar 21 evit bout bet kemeret perzh en emsavadeg[7].
- Mervel a reas ur bern tud en Henbont hag er vro e 1699 gant ar vosenn. Gouestlet e voe gant Henbontiz lakaat d'ober un delwenn argant d'an Intron-Varia evit bout diwallet ouzh ar c'hleñved[8].
XVIIIvet kantvedAozañ
- 1783: en Henbont e voe krouet ar 6vet Rejimant Husarded. Kaset e voe da Lauterbourg en Elzas. E goronal-perc'henn a oa Armand Louis de Gontaut-Biron, dug Lauzun[9].
Dispac'h GallAozañ
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Henbont e 1790[10]. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Henbont da benn ur c'hanton, hini Henbont, ha da benn ur bann, Bann Henbont[11], nav c'hanton ennañ: an Oriant, Bubri, Gwidel, Henbont, Kervignag, Langedig, Ploue, Pont-Skorf ha Porzh-Loeiz. Henbont hag an Oriant a faote dezhe kaout daou sez ar bann, an hini melestradurel hag an hini lezvarnel. Hervez an dekred bet kemeret gant ar Vodadeg Vroadel e miz Eost 1790 e voe krouet al lez-varn a vann en Oriant. Gant Bonreizh Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet ar bannoù ha bodet e veze kuzulioù-kanton (ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton)[12]. Brasaet e voe Kanton Henbont e 1801 gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801)[13], dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e oa bet en Arondisamant an Oriant krouet e 1800.
XIXvet kantvedAozañ
Pont an hent-houarn a-us d'ar Blavezh
- 1862: erruet an hent-houarn (linenn Landerne Savenneg) en Henbont.
XXvet kantvedAozañ
- Brezel-bed kentañ:
- ur c'hamp-bac'h a voe digoret er gumun e 1914 evit derc'hel enbroidi eus ar stadoù o stourm ouzh Bro-C'hall ennañ[14],[15],[16];
- mervel a reas 342 vilour ag ar gumun, d.l.e. 3,97 % eus he foblañs e 1911[17].
- Eil Brezel-bed:
- daou frontstalag a oa en Henbont e 1940, an Nn 183 b hag an Nn 182, hemañ a voe treuzkaset da Savenneg d'an 18 a viz Kerzu 1940[18];
- 1941: Camille-Horace Herwegh, maer ar gumun, a zilezas e garg, e eil-maer kentañ, Le Borgne, a voe digefridiet d'an 8 a viz Meurzh[19];
- digoret e voe ur fouzhlec'h gant an Alamaned e-tal an ti-gar[20];
- d'ar 6 a viz Eost 1944 e krog emgannoù an dieubidigezh en Henbont; d'ar 7 a viz Eost: tro ugent a dud a zo lazhet ha tro 180 den all a zo gloazet gant ar melloù-dir tennet gant an Alamaned; distrujoù bras a zo e kêr ivez; an emgannoù a bad betek an 11 a viz Eost; un hollad a 39 den nann-soudard, 4 soudard "FFI" ha 150 soudard alaman a zo marvet abaoe an 6 a viz Eost[21];
- d'an 11 a viz Eost 1944: dek den nann-soudard a voe jahinet ha fuzuilhet gant an Alamaned[22];
- d'an 22 a viz Eost 1944: seizh soudard eus an 10vet kaderv (Rangers) "FFI" a zo lazhet e "Toull-Douar" gant tennoù alaman[23];
- d'an 23 a viz Mae 1945 e voe kavet korfoù marv daou zen eus ar gumun e-tal gwikadell Porzh-Loeiz. Er Rezistañs e oant; fuzuilhet e oant bet gant al lu alaman[24].
- Brezelioù didrevadenniñ: mervel a reas eizh milour eus ar gumun e-pad Brezel Indez-Sina ha c'hwec'h arall en Afrika an Hanternoz[25].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Mogerioù-kreñv ha tourioù.
- Puñs e kreiz-kêr.
- Penn-iliz Intron-Varia ar Baradoez, 1513-tro 1530; ur chapel e oa da gentañ e parrez SantJili, ar barrez orin; savet e voe da iliz-parrez e 1570; dre ma voe prometet gant Henbontiz lakaat d'ober un delwenn argant d'an Intron-Varia evit bout diwallet ouzh ar vosenn e 1699 e raer ivez Intron-Varia ar Ro (Levr Oferenn Priellec 1927 p. 832) anezhi; e 1913 e voet savet da benniliz[26].
- Chapel Sant Guntiern, e Lokouiarn.
- Ar stal-roñseed stad, bet krouet e 1857.
Kumunioù amezekAozañ
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Ebrel 2014 | → bremañ | André Hartereau | digostezenn | |
Meurzh 1997 | Ebrel 2014 | Gérard Perron | Strollad Komunour Gall | |
Meurzh 1979 | Meurzh 1997 | Jean Le Borgne | Strollad Komunour Gall | |
Meurzh 1959 | Meurzh 1979 | Eugène Crépeau | Strollad Komunour Gall | |
1945 | Meurzh 1959 | Ferdinand Thomas | ||
1925 | 1940 | Camille-Horace Herwegh | ||
1893 | ? | Gibaud | ||
1888 | 1893 | Jules Trottier | ||
1878 | 1888 | Emile Trottier | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
PostAozañ
- An ti-post.
Tud brudetAozañ
- Loeiz Herrieu, bet o terc'hel tachenn e Sant-Karadeg.
- Yann Moñforzh, dug Breizh, bet ganet (war-dro 1294) ha marvet eno (26 a viz Gwengolo 1345).
- Benito Mussolini, dispac'hour italian[27].
Tud bet ganet enoAozañ
Tud bet marvet enoAozañ
- Guntiern, manac'h e Lokouiarn.
- Herri Kaouisin, embanner, skrivagner, skeudennaouer ha filmaozer, 12 a viz C'hwevrer 2003.
- 2009: Frañsez ar C'hemener, beleg, person Bretoned Pariz
Ardamezeg ar familhoùAozañ
Jérôme d'Arradon, kabiten ar Re-Unanet
En sabel e seizh mailhenn en argant, 3, 3, 1 | |
Baillet, aotrounez Kerandreff (Kerandré) e Sant-Karadeg-Henbont.
En argant e deir askolenn geotet bleuniet en gul |
GevelliñAozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Alamagn | Kronach | 1990 |
Mali | Mourdiah | 1990 |
Kembre | Y Mwmbwls | 2004 |
Palestina | Halhul | 2010 |
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek
- ↑ Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, 1939, (e galleg), pajenn 16
- ↑ Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé (pajenn 24), e ti an aozer, 1939
- ↑ La vie des Carmes d'Hennebont en 1588
- ↑ Yvon Garlan ha Claude Nières, Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges, Éditions Sociales, Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 156 ha 157
- ↑ infobretagne.com
- ↑ Cavaliers-Blindés
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 134
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 36
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 187
- ↑ Cassini - EHESS - Henbont - Fichenn ar gumun
- ↑ diwar ar raktres bet graet gant ar gouarnamant gall e 1913, Jean-Claude Farcy, Les camps de concentration français de la première guerre mondiale (1914-1920), Pariz, Anthropos Economica, 1995
- ↑ kalz anezhe a oa fichennaouet er c'harnedoù "A" (dilezet e oa bet hemañ e 1909), pe "B"
- ↑ 1914 - 1918 - Des champs aux tranchées, Liv'Editions, Ar Faoued, 1998, pajenn 135
- ↑ Monumant ar re varv
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, p.139
- ↑ Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945 , Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 259
- ↑ Lorient dans la guerre
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 228
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 231
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 315-316
- ↑ Monumant ar re varv
- ↑ infobretagne.com
- ↑ [Le Télégramme]