François Le Quémener

François Le Quémener (e brezhoneg: Frañsez ar C'hemener, ha Franséz er Hemenér[1] e brezhoneg Gwened), ganet d'ar 15 a viz Here 1924 e Neulieg ha marvet en Henbont d'ar 24 a viz Gouere 2009, a oa ur beleg, bet rener hag alunezer Ti ar Vretoned e Pariz, ma c'hallas difenn sevenadur Breizh.

Red buhez

kemmañ

Ganet eo bet François Le Quémener war ar maez en ur vro vrezhonek, en ur familh vras, 10 bugel enni. Gourdrouz a ra oadourien evit o emzalc’h digristen kerkent hag an oad a 8 vloaz.

Mont a reas da gloerdi bihan Santez-Anna-Wened e 1935 ha d'ar c'hloerdi bras e 1941. Beleget e voe e 1947.

E bost kentañ a lakaas anezhañ da zaremprediñ metoù an hent-houarn e parrez Charlez Bleiz, parrez ti-gar an Alre. Da c’houde, e ra war-dro ur barrez darempredet gant pesketourien an Oriant, parrez Santez-Anna an Arvor, eus 1957 betek 1966. Gant ar c’hoant a oa gantañ a-viskoazh da vont da veajiñ, evel e vreur henañ hag a oa beleg ivez, e c’houlennas bezañ kaset da Amerika ar Su.

Ti ar Vretoned

kemmañ

Da Bariz eo e voe kaset a-benn ar fin e 1966 e Ti ar Vretoned (Mission Bretonne). Krouet eo bet Ti ar Vretoned e 1947 gant an tad Élie Gautier. Anvet e voe da rener an Ti e 1970. E Ti ar Vretoned e reas war-dro degemer ar Vretoned yaouank, paotred koulz ha merc’hed nevez-degouezhet e Pariz. Harpañ a reas anezho d’ober o hent er bed nevez-se ha da vont hebiou da skoilhoù ar boeson, ar gasterezh hag an dilabour. Strivañ a reas da gentañ-holl da zerc’hel an dud yaouank-se er feiz oc'h en em harpañ war an ezhomm da virout o gwriziennoù. E Pariz eo e gwirionez e teu da vezañ splann dezhañ talvoudegezh an hevelebiezh pe an identelezh ha pa vefe hini Breizh pe n’eus forzh pe hini all. Lakaat a reas da bal kentañ derc’hel pinvidigezh sevenadur Breizh e-touesk kumuniezh ar Vretoned divroet e Bariz, kefridi bet kaset da benn gantañ betek 2003. Chom a reas prezidant a enor ar gevredigezh.

War e leve

kemmañ

Daoust d'e zistro da Henbont e kendalc’has da vezañ oberiant e framm Strollad Buhezekaat ar Barrez. E 2007 e oa bet roet dezhañ Kolier an Erminig. Mervel a reas e Henbont d'ar 24 a viz Gouere 2009.

Mammennoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Daveoù ha notennoù

kemmañ