An Alre
kumun ar Mor-Bihan (Breizh)
an Alre | ||
---|---|---|
![]() Porzh Sant-Sten. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Auray | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | an Alre (pennlec'h) | |
Kod kumun | 56007 | |
Kod post | 56400 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Claude Dumoulin 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | An Alre Kiberen Douar Atlantel | |
Bro velestradurel | Bro an Alre | |
Lec'hienn web | www.auray.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 14 155 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 2 048 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 37 m | |
Gorread | 6,91 km² | |
kemmañ ![]() |
An Alre a zo ur gumun eus Bro-Gwened, e Breizh, e departamant ar Mor-Bihan.
DouaroniezhAozañ
Emañ an Alre e penn un aber, Stêr an Alre, e-lec'h m'en em vesk dourioù al Loc'h gant dour sall ar mor. Bevennet eo gant Brec'h er gwalarn, Plunered er reter, ha Krac'h er mervent. Porzh Sant-Sten a oa ur porzh peskaeterien ha kenwerzh gwechall, ul lodenn eus An Alre eo bremañ, war ribl reter ar stêr.
AnvAozañ
- Alrae,1081
- Alrae, 1099
- Auray, 1129
- Auraio, 1136
- Auray, 1139
- Alrae, 1139
- Alraycum, 1187
- Alraium, 1208
- Elrayo, 1233
- Elraii, 1241
- Olraium, 1278
- Elrayo, 1279
- Auray, 1282
- Aureio, 1291
- Elray, Auray, Aurey, 1371
- Auroy, 1371
- Tenoualray, 1437
- Alraii, Alrayo, 1453
- Alrayo, 1516
- Aulray, 1561
- Auray, Alray, Auroy, 1636
ArdamezioùAozañ
Skoed a-vremanAozañ
En gul e erminig tremenant, gwakoliet en erminoù ; e gab gwriet en glazur e deir flourdilizenn en aour[2] |
Skoed kozhAozañ
Hini tiegezh An Alre (D'Auray) e oa skoed kêr gwezharall : gwezboellek (neuz all ː talbennanek) etre aour ha glazur.[3] |
IstorAozañ
Ar c'hastellAozañ
- Savet e voe ur voudenn feodel gant ar Vretoned er Vvet kantved. Ken abred ha 1082 e vez graet meneg eus « Castrum Alrea » e diellevr Kemperle. Diskaret e voe ar voudenn-se gant an Normaned. E 1201 e voe savet ur c'hastell dezhañ ramparzhioù en he lec'h gant Arzhur 1añ Breizh. Diskaret e voe e 1558 war urzh ar roue gall Herri IV.
XIVvet kantvedAozañ
- E 1364 e voe lakaet fin da vrezel hêrezh Breizh etre an tiegezhioù Moñforzh ha Bleiz gant Emgann an Alre. Lazhet e voe Charlez Bleiz eno ha tapet e voe Beltram Gwesklin da brizoniad. Savet e voe ul leandi gant Yann Moñforzh war lec'h an dachenn emgann.
XVIIvet kantvedAozañ
XVIIIvet kantvedAozañ
- D'ar 4 a viz Kerzu 1776, e penn-kentañ Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet, e tilestras Benjamin Franklin en Alre, deuet ma oa da c'houlenn sikour Frañs gant Loeiz XVI.
Dispac'h GallAozañ
- D'an 9 Thermidor An III (Lun 27 Gouere 1795) e oa savet en Alre ul lez-varn-vrezel evit barn prizonidi tapet e-kerzh dilestradeg ar roueelourien e Kiberen. An darn vrasañ anezhe a voe kondaonet d'ar marv ha fuzuilhet, an ao. de Sombreuil, o jeneral, da gentañ. Digarget evoe al lez-varn-se d'ar 27 er memes miz (Gwener 14 Eost 1795) gant ar jeneral Lemoine hag a ginnigas kas ar brizonidi da Borzh-Loeiz kent bezañ forbannet.
- Melestradurezh : krouet e voe kumun an Alre e 1790[4]. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet an Alre da benn ur c'hanton, hini an Alre, ha da benn ur bann, Bann an Alre[5], nav c'hanton ennañ : an Alre, Porzh-Lae, Kiberen, Landevant, Lokmaria-Kaer, Mendon, Pleñver, Pleuwigner ha Plunered. Gant Bonreizh Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet ar bannoù ha bodet e veze kuzulioù-kanton (ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton)[6]. Brasaet e voe Kanton an Alre e 1801 gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801)[7], dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e oa bet en Arondisamant an Oriant krouet e 1800.
XIXvet kantvedAozañ
- Tizhet eo an Alre gant an hent-houarn e 1862[8].
XXvet kantvedAozañ
- Brezel-bed kentañ: 226 milour eus an Alre, d.le. 3,17 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911, a varvas evit Bro-C'hall, 43 e 1914, 56 e 1915, 50 e 1916, 26 e 1917, 44 e 1918 ha 4 e 1919, goude arsav-brezel an 11 a viz Du 1918[9].
- Fauchie, kentañ eil-maer ar gumun, a voe digarget d'an 28 a viz Kerzu 1941 evit bout bet savet a-enep d'ar gouarnamant[10],
- d'ar 27 a viz Gouere 1944 e kouezhas un nijerez (Spitfire Vb marilhet AD470 ha kodet LA-?) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) en Alre ; mervel a reas he nijour ha douaret e voe e Gwidel[11].
DezougenAozañ
Ar porzh-houarn war al linenn hent-houarn Landerne Savenneg.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Iliz katolik Sant Weltaz, 1636.
- Tiez kozh prenn e kêr uhel.
- Porzh kozh Sant-Sten, porzh eus ar Grennamzer ha kêr gozh gant e-leizh a dier-prenn kozh.
- Pont maen kozh a-us d'al Loc'h.
- Mozoleon Kadoudal e Kerleano e-lec'h ma vez miret relegoù Jorj Kadoudal.
TudAozañ
Tud bet ganet enoAozañ
- 1771 : Jorj Kadoudal, chouan.
- 1817 : Joseph-Marie Bourdy, troour brezhonek.
- 1857 : Arthur de Salins, jeneral ha penn-skout.
- 1914 : Pierre Cogan, marc'hhouarnour.
- 1957 : Roland Becker, soner.
Tud bet marvet enoAozañ
- Charlez Bleaz, bet lazhet en Emgann an Alre e 1364.
- Loeiz Herrieu, skrivagner brezhonek, d'an 22 a viz Mae 1953.
- Jean Markale, skrivagner, 1928-2008.
- Pierre Cogan, marc'hhouarnour, 1914-2013.
Ardamezeg ar familhoùAozañ
Jean Aoustin, kabiten an Alre e 1396 (PPC) | |
Geoffroi de Malestroit, kabiten an Alre (marvet dibennet e Pariz e 1344) |
BrezhonegAozañ
DeskadurezhAozañ
- Abaoe 1999 ez eus ur skol Diwan en Alre. [
- E distro-skol 2022 e oa 160 skoliad enskrivet e Diwan hag er skolioù divyezhek (10,7 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[12]
Kelenn d'an oadourienAozañ
- Ouzhpenn ugent vloaz 'zo e vez graet war-dro ar brezhoneg (kentelioù noz, filajoù,...) gant Kerlenn Sten Kidna.
Ya d'ar brezhonegAozañ
- D'ar 15 a viz Gwengolo 2015 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun. Al live 1 oa bet roet d'ar gummun.
MelestradurezhAozañ
En em ouestlet he deus ar c'hêr en ul leviadurezh evit an diorren padus.
GevelliñAozañ
- Utting (Alamagn), e Bavaria
- Ussèl (Frañs), e Bro-Lemojez
- Caisleán an Bharraigh (Iwerzhon)
SportAozañ
Darvoudoù sport a bep seurtAozañ
6 a viz Gouere 2008 : eil tennad-hent Tro Bro-C'hall etre an Alre ha Sant-Brieg ; trec'h eo Thor Hushovd ( Norvegia).
LevrlennadurAozañ
- Froger Michel & Pressensé Michel ː Armorial des communes du Morbihan. 1999. ISBN 2-908289-10-5
- de la Gournerie Eugène ː Les Débris de Quiberon. Souvenirs du désastre de 1795, suivi de la liste des victimes. Librairie catholique Libaros. Nantes. 1875. https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k204262x/f1.image
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
Liammoù diavaezAozañ
- (fr) porzh Sant-Sten
- (fr) Lec'hienn ar gumun
- (br) Kerlenn Sten Kidna
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Charles d'Hozier, Grand Armorial de France, 1696, levrennoù VIII (Bretagne, 1ère partie) & IX (Bretagne, 2ème partie). Froger & Pressensé ː Armorial des communes du Morbihan. 1999
- ↑ Pol Potier de Courcy.
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, ar Faoued, 2006, pajenn 186
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 36
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 187
- ↑ Cassini - EHESS - An Alre - Fichenn ar gumun
- ↑ Lec'hienn ar gumun
- ↑ Pennad-kaoz e "Dimanche Ouest-France", 12 a viz Kerzu 2010
- ↑ Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993
- ↑ Pertes RAF Morbihan
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2019