Hent-houarn Landerne Savenneg
Linenn Landerne-Savenneg | |
---|---|
Linenn eus Savenneg da Landerne | |
![]() Kartenn al linenn | |
Bro | ![]() |
Kerioù tremenet | Savenneg,Gwened, An_Alre, An_Oriant, Kemper, Landerne |
Istor | |
Digoridigezh | 1862 - 1867 |
Tredanadur | 1991 |
Korvoerien | PO (fr) (1857 - 1935) Hentoù-houarn Stad (fr) (1935 - 1938) SNCF (adalek 1938) |
Spizverkoù teknikel | |
Niverenn Ofisiel | 470 000 |
Hirder | 245 km |
Ledander | hent boutin (1,435 m
) |
Tredanaet | Patrom:25000 V - 50 Hz (etre Kemper ha Savenneg) |
Diribin brasañ | 12 ‰ |
Niver a forzhioù | 2 forzh war lodennoù brasañ al linenn hag 1 forzh war lodennoù all |
Panellerezh | REAS (fr) |
Tremenerezh | |
Perc'henn | RFF |
Korvoer(ien) | SNCF |
Tremenerezh | THR_Breizh, Linennoù meur |
kemmañ ![]() |
Ul linenn hent-houarn zo etre Savenneg ha Landerne. An termenadur RFF (Hentoù-houarn bro-Frañs) eo 470000.
IstorAozañ
Al linenn-mañ a zo bet savet etre 1862 ha 1867.
ObererezhAozañ
Rannvro Breizh en deus kroget ur programm evit nevesaat al linenn-mañ.
- Is-programm 1 p. 18[1] : e pal eo krennañ ar prantad amzer evit mont deus Bariz da Gemper evit tizhout 3 eurvezh, gant ma vo al linenn Tizh Bras "Breizh" prest e 2017. Galout a raio an trenioù mont betek 220 km/e war lodennoù an hent-houarn a drugarez d'an oberioù-mañ. Koust a raio bep munutenn gounezet 38,7 M€ evit al "lankad 1". Al "lankad 1" a zo 3 lodenn evit an hent-houarn Savenneg-Kemper :
- Lodenn 1 a 20 km etre Kistreberzh ha Malañseg (da vezañ echuet e 2010) : 9 dreuzenn hent-houarn lemmet
- Lodenn 2 a 22 km etre An Alre hag Henbont (da vezañ echuet e 2010) : 10 treuzenn hent-houarn lemmet
- Lodenn 3 a 63 km etre An Oriant ha Kemper(echuet e 2006)
- Is-programm 2 p. 23[1] : pal an oberioù-mañ eo kinnig ur beaj etre Kemper ha Brest e 59 munutenn e plas 1e05 ha stankaat an tremenerezh. Sañset eo echuiñ al labourioù e 2013. A drugarez da adtres an hent etre Kemeneven ha Kemper e c'hallo mont an tren betek 140 km/e. Evit uhelaat an tremenerezh e vo :
- krouet ur porzh-houarn kroaziañ e Kastellin ;
- krouet ul lodenn hent-houarn doublet gant div hent etre Irvilleg ha Hañveg ;
- staliet ar Reizhiad Emgefre a Aotre Strizhik (fr)
TresAozañ
Anv an ti-gar | kumun | PK |
---|---|---|
Porzh-houarn Savenneg | Savenneg | 469,477 |
Pontkastell-Keren | Pontkastell-Keren | 483,580 |
Devrieg | Devrieg | 490,059 |
Ti-gar Gweltaz-Lambrizig | Gweltaz-Lambrizig | 494,209 |
Ti-gar Severeg | Severeg | 498,628 |
Porzh-houarn Redon Linenn davet Roazhon |
Redon | 511,364 |
Ti-gar serret (disimplij) Sant-Yagu-ar-Bineg | Sant-Yagu-ar-Bineg | 519 |
Ti-gar Malañseg | Malañseg | 528,571 |
Porzh-houarn Kistreberzh Linenn davet Ploermael (serret) |
Kistreberzh | 540,326 |
Ti-gar serret (disimplij) Langroez | Langroez | 547,905 |
Ti-gar serret (disimplij) Elven | An Elven | 554,370 |
Porzh-houarn Gwened | Gwened | 565,755 |
Ti-gar Santez-Anna | Plunered | 581,996 |
Porzh-houarn An Alre Linennoù davet Kiberen ha Pondi |
An Alre | 584,946 |
Ti-gar Landaol-Mendon | Landaol ha Lokoal-Mendon | 594,110 |
Ti-gar Landevant | Landevant | 598,216 |
Ti-gar Prederion | Prederion | 604,120 |
Porzh-houarn Henbont | Henbont | 611,260 |
Porzh-houarn An Oriant Linennoù a 4,6km betek porzh an Oriant |
An Oriant | 619,447 |
Ti-gar Yestael | Yestael | 628,310 |
Porzh-houarn Kemperle | Kemperle | 639,694 |
Ti-gar Mellag - An Treou-Kernev | Mellag - An Treou-Kernev | 645,340 |
Ti-gar Banaleg | Banaleg | 653,987 |
Porzh-houarn Rosporden Linenn davet Konkerne Linenn davet Karaez (serret) |
Rosporden | 664,604 |
Ti-gar Sant-Ivi | Sant-Ivi | 672,050 |
Porzh-houarn Kemper Linenn evit Pont-'n-Abad Linenn davet Douarnenez (serret) |
Kemper | 684,794 |
Testenn e galleg da dreiñ e stumm evezhiadenn da-heul..
EkipamantAozañ
Tredanaet eo bet al lodenn etre Kemper ha Savenneg e 1991 (1992 evit Yestael-Kemper) gant ar mod 25 kV - 50Hz (fr). Implijet e vez ar Reizhiad Emgefre a Aotre Strizhik (fr) war al lodenn-mañ. Implijet e vo a benn nebeut war holl al linenn a drugarez d'al labourioù graet gant ar rannvro (gwelet ar pennad Istor/Obererezh)[2].
TrenioùAozañ
Trenioù "bibi" (anv rummad : B 82500 (fr)) a c'hell mont gant tredan pe war diesel. E-giz-se eo kinniget beajoù end-eeun eus An Naoned da Vrest abaoe 2010.
TremenerezhAozañ
- Linennoù meur o tremen :
- Linennoù THR Breizh :
- 02 : Roazhon - Gwened - An Oriant - Kemper
- 03 : Brest - Kemper - An Oriant - Gwened - Redon - Naoned
- 04 : Roazhon - Redon - Naoned
- 12 : Gwened - An Oriant
- 18 : An Oriant - Kemper
- 19 : Redon - Gwened
- 31 : Brest - Kemper
Tremenerezh e 2008[3].
DaveennAozañ
- ↑ 1,0 ha1,1 Kinnigoù evit ur programm hent-houarn breton (e galleg)
- ↑ Gérard Blier, Nouvelle Géographie ferroviaire de la France, Tome 2 : L'organisation régionale du trafic, 1993, éd. La Vie du Rail.
- ↑ Sellva an treuzdougerezh e Breizh
Gwelet ivezAozañ
|
|