Sant-Ivi
kumun Penn-ar-Bed

DouaroniezhAozañ
Sant-Ivi | ||
---|---|---|
Chapel Lokmaria an Hent | ||
Anv gallek (ofisiel) | Saint-Yvi | |
Bro istorel | Kernev | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kemper | |
Kanton | Rosporden (betek 2015) Konk-Kerne (abaoe 2015) | |
Kod kumun | 29272 | |
Kod post | 29140 | |
Maer Amzer gefridi | Guy Pagnard Adalek Mae 2020 | |
Etrekumuniezh | Konk-Kerne Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Gerne | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 3 202 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 118 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 26 m — brasañ 161 m | |
Gorread | 27,05 km² | |
kemmañ |
Sant-Ivi a zo ur gumun eus Bro Gerne e kanton Konk-Kerne abaoe 2015, e departamant Penn-ar-Bed, e mervent Breizh.
Lec'hanvadurezhAozañ
Anvet e oa Sainct Yvy e 1536 ha Saint Duy e 1630.
Diwar anv ur manac'h keltiek anvet Ivy e teu anv ar barrez. Lidet vez hennezh d'an 6 a viz Here en deiziadur breizhat.
BrezhonegAozañ
- D'an 8 a viz Gouere 2009 e oa bet votet live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'ar 6 a viz Gouere 2018 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg a live 1.
IstorAozañ
XVIIvet kantvedAozañ
Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh un den eus Sant-Ivi, Yves Nedelec, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[2].
Dispac'h GallAozañ
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Guellec, kure[3].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Kalvarioù.
- Maner.
- An ivinenn er vourc'h.
- Iliz katolik Intron-Varia, karnel ha kroaz.
- Chapel Lokmaria-an-Hent, kalvar ha karnel.
DezougenAozañ
- Ti-gar Sant-Ivi war al linenn hent-houarn Landerne Savenneg bet erruet er gumun e miz Gwenholon 1863.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
2020 | → bremañ | Guy Pagnard | PS | |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
PostAozañ
- An ti-post.
TudAozañ
Tud bet ganet enoAozañ
- Alan Heusaff (1921-1999 Dulenn), yezhoniour hag emsaver breizhat
- Guy Cotten (1936-2013), saver an embregerezh "Etablissements Guy Cotten" e 1969 e Konk-Kerne
GevelliñAozañ
LevrlennadurezhAozañ
- Alan Heusaff, Geriaoueg Sant-Ivi (Kernev-Izel), [[Hor Yezh], 1996.
- Aline Gleoneg, Heol an ed-du, (Hor Yezh), 1997.
Liammoù diavaezAozañ
Dave ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg).
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 51.