Alan Heusaff, pe Alan Heussaff (23 a viz Gouere 1921, Sant-Ivi, Kernev3 a viz Du 1999, An Spidéal, Kontelezh Gaillimh) a oa ur yezhoniour, geriadurour, kazetenner hag emsaver breizhat. Stourm a rae evit ar c'hengred etre ar Gelted. Gantañ e voe kensavet ar C'hevre Keltiek e 1961, ha sekretour meur an aozadur e voe betek 1984.

Alan Heusaff
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAlan Heusaff Kemmañ
Anv-bihanAlan Kemmañ
Deiziad ganedigezh23 Gou 1921 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSant-Ivi Kemmañ
Deiziad ar marv3 Du 1999 Kemmañ
Lec'h ar marvGaillimh Kemmañ
Yezh vammbrezhoneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, brezhoneg Kemmañ
Michergeriadurour, yezhoniour, milour Kemmañ
Kargkelenner Kemmañ
Bet war ar studi eÉcole normale supérieure Kemmañ
Lec'h labourUniversity College Dublin Kemmañ
Strollad politikelStrollad Broadel Breizh (1931-1944) Kemmañ
Perzhiad eWWII Axis collaboration in France Kemmañ
Grad milourelHauptscharführer Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Ezel eusBezen Perrot Kemmañ
Prizioù resevetGoursez Kembre Kemmañ
Alan Heusaff

Brezhoneger a-vihanik e oa. Goude bezañ studiet ar jedoniezh hag ar fizik e skol-veur Marburg en Alamagn ez eas da Iwerzhon da chom e 1950. Kenderc'hel a reas da studiañ e Skolaj ar Skol-Veur e Gaillimh, ha, tapet e ziplom gantañ, e stagas da labourat e Servij Hinouriezh Iwerzhon. Dont a reas da vezañ keodedour iwerzhonat e 1955.

E yaouankiz hag e engouestl er PNB

kemmañ

Mab Sébastien Heusaff ha Marie-Anne Faron e oa, a-orin a Sant-Ivi, e-kichen Rosporden, lec'h ma c'hanas Alain Heussaf e 1921. Studiañ a reas en Skol Normal 1añ Derez eus Kemper da vout skolaer[1].

E 1938 e ouestlas er Strollad Broadel Breizh e 1938 ha mont da vezañ stourmer e Kemper. En ur geñver e kenereas gant Kadervenn, ur strolladig a stourmerion savet gant Neven Henaff, e lec'h ma veze tutaet izili eus Gwenn ha Du, ar bagad atebek war walldaolioù adal 1932. E Gouhere 1938 e kemeras perzh en embregadennoù Kadervenn e Lannegi Lanvaoz, e kreiz Breizh[2].

Alan Heusaff e-pad an Eil Brezel-bed

kemmañ

Alan Heusaff a gemeras perzh er Bezen Perrot gant ar renk a SS-Oberscharführer. Lesanvet e oa Rouat pe Professeur. Penn eil bagad stourm ar Bezen Perrot e oa.

Alan Heusaff a oa bet gloazet fall e-pad un emgann gant paotred ar strouezheg. Abalamour d'e emezeliñ e lu an Trede Reich e voe kondaonet d'ar marv goude an Eil Brezel Bed, met graet e voe un distaoler dezhañ e 1967.

Repuet e oa en Iwerzhon goude ar brezel, bet falspaperioù dre hanterouriezh Yann Fouéré.

Goude an Eil Brezel-bed

kemmañ

E-pad e amzer vak ha war e leve e labouras evit ar yezhoù hag ar sevenadurioù keltiek, hag evit emrenerezh politikel ar broioù keltiek. Enoret e voe e 1986 gant priz an Phiarsaigh (Gradam an Phiarsaigh), roet dezhañ gant ar prezidant iwerzhonat Patrick Hillery. Er memes bloavezh e voe dilennet da varzh Goursez Kembre en Eisteddfod. Gouest e oa da gomz ar c'hwec'h yezh keltiek a-vremañ, koulz hag ar saozneg, ar galleg hag an alamaneg.

Ar C'hevre Keltiek

kemmañ

Sellet e vez krouidigezh ar C'hevre Keltiek evel unan eus oberoù meur Alan Heussaff. Diwan a reas spered an hollgeltiegezh arnevez, hini ar c'henlabour etre ar c'hwec'h broad kelt a-vremañ (Iwerzhon, Manav, Skos, Kembre, Kernev-Veur ha Breizh) diwar soñjoù ar barzh Charlez a Vro-C'hall (1837–1880) da gentañ, anezhañ ur barzh brezhoneger en doa embannet e vennozhioù el levr Les Celtes au XIXe siècle (Ar Gelted en XIXvet kantved) e 1864. Krouet e voe ar C'hevre da geñver un emvod eus an Eisteddfod e Rhosllannerchrugog, nepell eus Llangollen, e hanternoz Kembre e 1961.

Palioù pennañ an aozadur a oa: broudañ ar c'henlabour etre emsavioù broadel ar broioù keltiek, dreist-holl en o strivoù da vezañ anavezet er bed a-bezh, ha lakaat anezho da lodañ o skiant-prenet diwar-benn ar stourm ha mennozhioù talvoudus all.

Dilennet e voe Heusaff da sekretour meur, ha derc'hel a reas e garg betek 1985, tra ma voe dilennet Gwynfor Evans, prezidant Plaid Cymru, hag a oa da vezañ kannad kentañ Plaid Cymru e Parlamant Breizh-Veur, da brezidant. Da deñzorer e voe dilennet an Dr Noelle Davis. Skignet e oa mennozhioù ar C'hevre en ur gelaouenn anvet Celtic Voice. Da vare an eil emvod, d'an 30 a viz Gwengolo 1962, e oa ur skourr eus ar C'hevre e pep bro geltiek, koulz hag e Londrez.

Emsaver evit an iwerzhoneg

kemmañ

Heusaff hag e wreg, Bríd Ní Dhochartaigh, a oa izili eus Conradh na Gaeilge ha kemer perzh a raent e Na Teaghlaigh Ghaelacha, un aozadur evit an tiegezhioù iwerzhoneger. Kemer a reas Heusaff perzh e stourmoù evit an iwerzhoneg evel Cearta Sibhialta na Gaeltachta, hag an hini kentañ e voe o nac'h paeañ tailhoù ar skinwel abalamour ma oa re zister an abadennoù iwerzhonek e chadennoù Raidió Teilifís Éireann (RTÉ). Da heul ar stourm-mañ e voe savet ar chadenn skinwel Teilifís na Gaeilge (bremañ TG4) e 1996. Tad eo Alan Heusaff da Anna Heussaff, ur skrivagnerez iwerzhonek a-vremañ.

Yezhoniour breizhat

kemmañ

Tra ma oa Heusaff o stourm taer evit yezh ha sevenadur e vro nevez, n'en doa ket paouezet morse da vrudañ ar brezhoneg, ha da stourm evit dizalc'hiezh Breizh. Kentelioù brezhoneg a roe e-pad e amzer vak e Dulenn, ha dont a reas da vezañ ur c'hazetenner strujus evit ar c'helaouennoù Argoad (1957-1959), Breton News (1960-1972), Carn (adalek 1973). Kenlabourat a reas ivez gant kelaouennoù brezhonek e Breizh, evel Hor Yezh, Galv, Bremañ, Gwalarn, Arvor, Ar Bed Keltiek, An Amzer hag Al Liamm. Embannet e voe ar geriadur hollvrezhonek kentañ, Geriadur Brezhoneg, gant An Here e 1995, a-drugarez da genlabour Heusaff peurgetket. Embann a reas Heusaff e-unan ur geriadur eus e rannyezh dezhañ: Geriaoueg Sant Ivi (Priz Langleiz).

Liamm diavaez

kemmañ
  1. Hamon|2004|p=68
  2. Hamon|2004|p=68