Marburg
kêr alaman
Marburg, pe Marburg an der Lahn, zo ur gêr eus Alamagn, e stad Hessen. Pennlec'h distrig (Landkreis) Marburg-Biedenkopf eo. Emañ war ribl ar stêr Lahn ha poblet eo gant war-dro 73 000 a dud.
Kêr-benn Landgraviezh Hessen-Marburg e voe a-vareoù, etre ar XVvet hag ar XVIIvet kantved. Savet e voe Skol-veur Marburg (Philipps-Universität-Marburg) e 1527 hag ur plas bras he deus e buhez kêr abaoe.
Tud brudet
kemmañ- Herri Iañ, Landgrav Hessen, kentañ Landgrav Hessen (1244-1308)
- Philip Iañ, Landgrav Hessen, unan eus bleinerien an Disivoud protestant er vro
- santez Elesbed Hungaria (1207–1231)
- Jacob ha Wilhelm Grimm, dastumerien kontadennoù alamanek
- Bettina Brentano, skrivagnerez
- Martin Heidegger, prederour
Kêrioù gevellet
kemmañSkeudennoù
kemmañ-
Elisabethkirche
-
Ar gêr gozh
Liammoù diavaez
kemmañ- Lec'hienn ofisiel Marburg (de) (en) (fr)
- Marburg en Historisches Ortslexikon