Gwynfor Evans (pe Gwynfor Richard Evans, e anv en e hed) a oa ur politikour kembreat, e penn Plaid Cymru. Ganet e oa bet d'ar 1añ a viz Gwengolo 1912 en Y Barri ha marvet d'an 21 a viz Ebrel 2005 e Llanybydder. Unan eus politikourien bouezusañ Kembre eo bet en XXvet kantved. Prezidant ar strollad Plaid Cymru e voe etre 1945 ha 1981, hag an hini kentañ eo bet o c'hounit ur sez kannad e Ti ar C'humunioù, e Londrez, en anv Plaid Cymru, e 1966. Skrivet en deus ivez meur a levr a denn da istor pe da bolitikerezh Kembre.

Gwynfor Evans (a-gleiz, en e sav) e 1959 pa oa o kabaliñ.
Maen-koun Gwynfor Evans e Carn Goch, e-kichen Llandeilo.

Oberennoù

kemmañ
  • Aros mae (1971), O Chom Emañ
  • Wales Can Win(1973), Gallout a ra Kembre Gounit
  • Land of my Fathers (1974), Bro ma Zadoù
  • National Future For Wales, (1975)
  • Diwedd Pyrdeindod (1981)
  • Bywyd Cymro (1982), Buhez ur C'hembread
  • Seiri Cenedl (1986), Kilvizien ar Vro
  • Pe Bai Cymru'n Rhydd (1989), Ma vefe dieub Kembre
  • The Fight for Welsh Freedom {2000), Ar stourm evit Frankiz Kembre
  • Cymru o Hud (2001), Hud Kembre

Levrlennadur

kemmañ
  • Rhys Evans, Gwynfor Rhag Pob Brad (2005)
  • Gwynfor Evans, Ar Vro 38, Gouere-Eost 1966, p. 59
  • Gwynfor Evans parle à Ar Vro, Ar Vro 39-40, Kerzu 1966, p. 1
  • Gwynfor Evans e Breizh, niverenn e-maez koumanant, Hor Yezh, 1986, 200p.