Charles de Gaulle (skrivagner)

skrivagner brezhonek
(Adkaset eus Charlez a Vro-C'hall)
Charles de Gaulle
Charles de Gaulle (skrivagner)
Charles de Gaulle
Anv ofisiel Charles Jules Joseph de Gaulle
Anv pluenn Charlez a Vro-C'hall
Barz Bro-C'hall
Obererezh Skrivagner
Ganedigezh d'an 31 a viz Genver 1837
e Valenciennes
Marv d'ar 1añ a viz Genver 1880
e Pariz
Yezh skrivañ brezhoneg, galleg, kembraeg
Luskad lennegel Breuriez Breiz

Charles Jules Joseph de Gaulle (anvioù-pluenn : Charlez a Vro-C'hall, Barz Bro-C'hall) ganet e Valenciennes (Norzh, Bro-C'hall) d'an 31 a viz Genver 1837 ha marvet e Pariz d'ar 1 a viz Genver 1880, a zo bet ur c'heltiegour, ur c'helaouenner hag ur barzh brezhonek.

Brudet eo p'en doa roet lañs d'ar sinadeg kentañ evit goulenn digant ar Republik c'hall ma vije savet un deskadurezh e brezhoneg hag er yezhoù rannvroel all. Eontr e oa d'un den kalz brudetoc'h, Charles de Gaulle (1890-1970), bet prezidant gouarnamant gall ha prezidant ar Republik C'hall.

Mab e oa d'an istorour Julien-Philippe de Gaulle (1801-1883) ha d'ar skrivagnerez Joséphine Maillot (1806-1886).
Pa oa klañvidik ha nammet gant ar seizi abaoe e ugent vloaz e talc'has da studiañ brezhoneg ha kembraeg, met ne c'hellas ket beajiñ hag eñ rediet da chom en e goazez war e gador-vrec'h en e ranndi e straed Vaugirard, e Pariz.

Obererezh en emsav lennegel ha politikel brezhon

kemmañ

Entanet e voe gant lenn Barzaz Breiz hag e heulias an emsav lennegel kaset da benn gant Kervarker. Kemer a reas perzh en aozadur ar C'hendalc'h Keltiek 1857 e Sant-Brieg (Aodoù-an-Hanternoz, Breizh). Skrivañ a reas meur a bennad gallek diwar-benn ar yezhoù keltiek evit ar c'helaouennoù skiantel Revue Celtique ha Revue de Bretagne et de Vendée. Ur pennad brezhonek a savas evit Feiz ha Breiz ivez.
Sekretour e voe da vBreuriez Breiz, ur gevredigezh barzhed vrezhonek.
E 1870 ec'h aozas, gant Henri Gaidoz (1842-1932) ha Hyacinthe de Charencey (1832-1916), ur c'houlennadeg da vezañ kaset d'ar Vodadeg-lezenniñ.

Gwerzennoù adkemeret gant ar Prezidant Charles de Gaulle

kemmañ

En e brezegenn e Kemper (Penn-ar-Bed, Breizh) d'an 2 a viz C'hwevrer 1969 e tistagas ar prezidant gall Charles de Gaulle eil pevaradenn ur varzhoneg vrezhonek bet skrivet gant e eontr : Da Varzed Breiz (video).

— E Paris va c'horf zo dalc'het
Med daved hoc'h nij va spered
Vel al labous, a denn askel,
Nij da gaout he vreudeur a bell.