Henri Gaidoz
Élie Henri Anatole Gaidoz (Pariz, 28 a viz Gouere 1842 - 1añ a viz Ebrel 1932, Pariz) a oa folklorour ha dastumer hengounioù pobl. Labouret en doa war tachennoù an henoniezh, ar yezhoniezh, ar wengelouriezh, ar geltiegouriezh... Gantañ e voe savet ar gelaouenn Revue celtique e 1871 hag ar gelaouenn Mélusine e 1877. Ur plas a bouez en doa bet er studioù keltiek en XIXvet hag XXvet kantved e Bro-C'hall hag en Europa. Anvet e oa bet da varc'heg al Lejion a Enor.
Abred en em gavas emzivad ha dizimez e chomas a-hed e vuhez. Gouestlañ a reas e vuhez d'an enklask ha d'ar c'helenn.
E 1871 e kensinas, gant Charles Jules de Gaulle hag un nebeud tud all, ur skrid anvet Pétition en faveur des langues provinciales hag a voe kinniget da gannaded ar Vodadeg-lezenniñ. Evel Charles Jules de Gaulle e oa troet gant ar brezhoneg hag ar yezhoù keltiek all. Plediñ a reas ivez gant gwengelouriezh holl bobloù Europa.
Liammoù diavaez
kemmañ- Gauthier, Claudine (2008). Entre philologie et folklore. Biographie d’Henri Gaidoz, BEROSE - Encyclopédie internationale des histoires de l’anthropologie, Paris.
- Postic, Fañch (2008). Henri Gaidoz et la pétition pour les langues provinciales de 1870, BEROSE - Encyclopédie internationale des histoires de l’anthropologie, Paris.