Charles Jules de Gaulle
Charles de Gaulle | |
---|---|
![]() Charles de Gaulle | |
Anv ofisiel | Charles Jules Joseph de Gaulle |
Anv pluenn | Charlez a Vro-C'hall Barz Bro-C'hall |
Obererezh | Skrivagner |
Ganedigezh | d'an 31 a viz Genver 1837 e Valenciennes |
Marv | d'ar 1añ a viz Genver 1880 e Pariz |
Yezh skrivañ | brezhoneg, galleg, kembraeg |
Luskad lennegel | Breuriez Breiz |
kemmañ ![]() |
Charles Jules Joseph de Gaulle (anvioù-pluenn : Charlez a Vro-C'hall, Barz Bro-C'hall) ganet e Valenciennes (Norzh, Bro-C'hall) d'an 31 a viz Genver 1837 ha marvet e Pariz d'ar 1añ a viz Genver 1880, a zo bet ur c'heltiegour, ur c'helaouenner hag ur barzh brezhonek.
Brudet eo p'en doa roet lañs d'ar sinadeg kentañ evit goulenn digant ar Republik c'hall ma vije savet un deskadurezh e brezhoneg hag er yezhoù rannvroel all. Eontr e oa d'un den kalz brudetoc'h, Charles de Gaulle (1890-1970), bet prezidant gouarnamant gall ha prezidant ar Republik C'hall.
BuhezAozañ
Mab e oa d'an istorour Julien-Philippe de Gaulle (1801-1883) ha d'ar skrivagnerez Joséphine Maillot (1806-1886).
Pa oa klañvidik ha nammet gant ar seizi abaoe e ugent vloaz e talc'has da studiañ brezhoneg ha kembraeg, met ne c'hellas ket beajiñ hag eñ rediet da chom en e goazez war e gador-vrec'h en e ranndi e straed Vaugirard, e Pariz.
Obererezh en emsav lennegel ha politikel brezhonAozañ
Entanet e voe gant lenn Barzaz Breiz hag e heulias an emsav lennegel kaset da benn gant Kervarker. Kemer a reas perzh en aozadur ar C'hendalc'h Keltiek 1857 e Sant-Brieg (Aodoù-an-Hanternoz, Breizh). Skrivañ a reas meur a bennad gallek diwar-benn ar yezhoù keltiek evit ar c'helaouennoù skiantel Revue Celtique ha Revue de Bretagne et de Vendée. Ur pennad brezhonek a savas evit Feiz ha Breiz ivez.
Sekretour e voe da vBreuriez Breiz, ur gevredigezh barzhed vrezhonek.
E 1870 ec'h aozas, gant Henri Gaidoz (1842-1932) ha Hyacinthe de Charencey (1832-1916), ur c'houlennadeg da vezañ kaset d'ar Vodadeg-lezenniñ.
Gwerzennoù adkemeret gant ar Prezidant Charles de GaulleAozañ
En e brezegenn e Kemper (Penn-ar-Bed, Breizh) d'an 2 a viz C'hwevrer 1969 e tistagas ar prezidant gall Charles de Gaulle eil pevaradenn ur varzhoneg vrezhonek bet skrivet gant e eontr : Da Varzed Breiz (video).
— E Paris va c'horf zo dalc'het
Med daved hoc'h nij va spered
Vel al labous, a denn askel,
Nij da gaout he vreudeur a bell.