Priz Langleiz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Savet eo bet ar Priz Langleiz, pe Priz Zavier Langleiz, e 1976 evit enoriñ, bep bloaz, ul levr brezhonek pe divyezhek[1], diembann pe get[2], pe oberenn glok ur skrivagner brezhonek. Evit mirout memor ar skrivagner gallek ha brezhonek Zavier Langleiz (1906-1975) eo bet krouet ar priz gant e wreg, Annaig Langleiz (ganet du Châtellier - marvet e 2005), ha gant ar familh Langleiz e vez pourchaset an donezon roet d'an oberour.
Gant ur strollad-barn bodet gant Kuzul ar Brezhoneg e vez dibabet an loreidi.
Priz Langleiz
Deiziad krouiñ | 1976 |
---|---|
Anvet diwar | Xavier de Langlais |
Stad | Frañs |
Yezh implijet | brezhoneg |
- 1976 : Goulven Jacq gant e levr eñvorennoù Pinvidigezh ar Paour
- 1977 : n'eo ket bet roet
- 1978 : Pêr ar Bihan - Tudual Huon - Goulc'han Kervella - Per Bourdellez gant an droidigezh eus ur romant diwar zorn Alessandro Manzoni, Danvez priedoù (I promessi sposi), Mouladurioù Hor Yezh,
- 1979 : Reun ar C'halan
- 1980 : n'eo ket bet roet
- 1981 : Pêr Roy gant e emvuhezskrid "Evel-se e oamp" gant an anv-pluenn Herve Herri.
- 1982 : Jef Philippe gant "Telenn ar c'hi"
- 1983 : Goulc'han Kervella gant e levr "Laenneg medisin", Jakez Konan gant e droidigezh "Pikoù mab e dad"
- 1984 : Kristian Brisson, gant e romant Skeud, Lesneven, Mouladurioù Hor Yezh
- 1985 : Jakez Konan gant e romant "Kenavo, Amerika"
- 1986 : Yann Gerven gant e romant "Brestiz o vreskenn"
- 1987 : Lukian Tangi gant e levr "Per, Jakez, Yann hag ar re all"
- 1988 : Job Lec'hvien gant e levr "Troidigezhioù ar Bibl"
- 1989 : Frañseza Kervendal gant he levr "Un aod, ur galon"
- 1990 : Jozef Abasq gant e dastumad-danevelloù "Truez va Doue"
- 1991 : Youenn Olier gant e holl oberenn
- 1992 : Erwan Evenou gant ar romant "Nikolazig ar broioù tomm"
- 1993 : Alan Heusaff gant "Geriaoueg Sant Ivi"
- 1994 : René Le Gléau gant e c'heriadurioù
- 1995 : Filip Oillo gant e romant "Blaz an holen"
- 1996 : Youenn Gwernig gant e levr "Un dornad plu"
- 1997 : Alan Botrel gant e levr "Orea"
- 1998 : Lan Tangi gant "Mousafir"
- 1999 : n'eo ket bet roet
- 2000 : Tugdual Kalvez gant e levr "Blaz ar vuhez", Mouladurioù Hor Yezh
- 2001 : Daniel Doujet gant e levr Ur c'hi maget mat ha danevelloù all Embannadurioù al Lanv
- 2002 : Ronan an Henañ gant e holl bennadoù
- 2003 : Herve ar Gall gant e romant "Piv a glevo?" Embannadurioù an Alarc'h
- 2004 : Mark Kerrain gant an droidigezh "Ar 5 skoed a Vreizh"
- 2005 : Maguy Kerisit gant he romant berr evit ar grennarded, Ameli Penn-koumoul, TES
- 2006 : Yann Bijer gant e romant Avel gornôg, Embannadurioù al Liamm
- 2007 : Yann-Fulup Dupuy gant e romant Ar gariadez vaen, Embannadurioù an Alarc'h
- 2008 : Mich Beyer gant he romant Etrezek an enez, Embannadurioù an Alarc'h
- 2009 : Herve Gouedard gant e romant Liñvadenn Kastellaodren, Embannadurioù al Liamm
- 2010 : Herve Bihan gant e zastumad danevelloù, Traoù kouer, Embannadurioù al Liamm
- 2011 : Bernez Tangi evit e levr Ar Saouzanenn, Embannadurioù Skrid
- 2012 : Pierre-Emmanuel Marais evit e levr Alje 57, Embannadurioù al Liamm
- 2013 : Erwan Hupel, evit e levr Yudal!, Embannadurioù al Liamm
- 2014 : Fañch Kerrain, evit e levrioù prederouriezh Keal Doue war-lerc'h Auschwitz ha Prederouriezh pe philo-sophia (Mouladurioù Hor Yezh)
- 2015 : Nolwenn Korbell, evit pozioù he c'hanaouennoù
- 2016 : Kristian Braz, evit Rebetiko hag istorioù all, Embannadurioù al Liamm
- 2017 : Yulia Borisova, evit Spered lemm, Embannadurioù al Lanv
- 2018 : Gireg Konan, evit Eostad hag e bennadoù liesseurt
- 2019 : Pierrette Kermoal, evit he oberenn lennegel
- 2020 : n'eo ket bet roet
- 2021 : Fañch Peru
- 2022 : Paol ar Meur, evit e oberenn lennegel
- 2023 : Herve ar Beg, evit Amiraled Kab Horn
Prizioù lennegel all roet evit an oberennoù brezhonek
kemmañNotennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ Evel Un dornad plu gant Youenn Gwernig.
- ↑ Evel Brestiz o vreskenn gant Yann Gerven, bet embannet er gelaouenn Planedenn.
- ↑ Priz Langleiz