Tugdual Kalvez

skrivagner brezhonek

Tugdual Kalvez, ganet d'an 22 Kerzu 1937 e Plañvour, a zo ur c'helenner war ar brederouriezh hag ul liesskrivagner. Unan eus krouerien Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg e 1980 e voe, hag eñ prezidant kentañ ar gevredigezh betek 1990.

Kemer a reas perzh er strollad kan ha sonerezh An Namnediz.

Kelenner prederouriezh ha brezhoneg e oa en Alre betek ar c'houlz da vont war e leve. Bet eo ivez prezidant Kelc'h Sevenadurel Gwened ha labouret en deus kalz gant Kendalc'h ha Skol-Uhel ar Vro. Kelennet en deus ar brezhoneg el lec'hioù boutin ivez.

Savet en deus danevelloù ha barzhonegoù e brezhoneg hag e galleg. E galleg en deus savet levrioù war al lec'hanvioù hag an istor lec'hel. Ar geriadur prederouriezh kentañ evit ar brezhoneg en deus savet ivez.

Enorioù

Oberennoù

brezhoneg
galleg
  • 1962 : De chair et d'âme, Jean Germain, Bourdel.
  • 1970 : Ciel-de-gris, B.I.P., Roazhon.
  • 1977 : Notre terre promise, Kendalc'h.
  • 2002 : Chèques et adresses en breton, Coop Breizh.
  • 2003 : Des noms de lieux à l'histoire de Saint-Nolf, Glad Senolf.
  • 2005 : À fendre cœur = Cri de colonisé, Sevel e vouezh.
  • 2007 : Les noms de lieux d'Hañveg, Sevel e vouezh.
  • 2012 : Brezhonegomp !, 1 : méthode de breton pour les grands débutants, les lycées et les cours du soir, skeudennet gant Daniel Goiset, Skol Uhel ar Vro, 235 p. + 1 CD.
  • 2013 : Brezhonegomp !, 2 : hentenn evit deraoudi vras $e liseidi ar c'hentañ klas hag oadourien ar c'hentelioù-noz, skeudennet gant Daniel Goiset, Skol Uhel ar Vro, 256 p. + 1 CD. ISBN978-2-86822-114-8
  • 2014 : Les noms de lieux de Langroez-La Vraie-Croix, Ville de la Vraie-Croix, 100 p. ISBN978-2-9548267-0-7
  • 2016 : Perlosophie, Sevel e vouezh.
  • 2017 : Bretagne, porte ouverte : 100 clés pour mieux comprendre la Bretagne, skeudennet gant Nono,
  • 2018 : Découvrons Vannes : ses hauts lieux et noms de lieux, Gwened, Skol-Uhel ar Vro = Institut culturel de Bretagne, 87 p. Levrlennadur p. 83-84. ISBN978-2-86822-125-4
troidigezhioù

Levrioù bugale troet e brezhoneg hag embannet gant Flammarion (dastumad Le Père Castor).

  • An tri femoc'h bihan, 1976, 15 p. Adembannet gant TES e 2009.
  • Ar c'havr hag he mennoù-gavr, 1976, 15 p. Adembannet gant TES e 2009.
  • Keneiled vat, 1976. Adembannet gant TES e 2008.
  • Ar bisig kollet, 1976. Adembannet gant TES e 2008. Eil moulladur TES e 2013 + 1 CD

Liamm diavaez