Skol-Uhel ar Vro
Skol-Uhel ar vro (berraet e SUAV, e galleg Institut Culturel de Bretagne) a zo ur gevredigezh krouet e 1982 diwar Karta Sevenadur Breizh, diazezet e Gwened hiziv hon deiz. Kenurzhiañ, harpañ ha kas a ra war-raok sevenadur ar vro e Breizh a-bezh. Reiñ a ra bep bloaz Kolier an Erminig d'un toullad tud en deus graet un dra bennak evit Breizh en o buhez.
Ar senadour Georges Lombard a oa he frezidant kentañ, ha Yvonig Gicquel eus 1998 da 2008. Bernez an Nail ha Bernez Jestin a zo bet e rener. Hiriv eo Patrick Malrieu he frezidant.
Prezidanted | Deroù o frezidantelezh | Dibenn o frezidantelezh |
---|---|---|
Georges Lombard | 1982 | 1986 |
Pierre Le Treut | 1986 | 1998 |
Yvonig Gicquel | 1998 | 2008 |
Bernard Delhaye | 2009 | 2011 |
Patrick Malrieu | 2011 | 2019 |
Jacky Flippot | 2019 |
Renerien | Deroù o c'harg | Dibenn o c'hard |
---|---|---|
Bernez an Nail | 1983 | 2000 |
Bernez Jestin | 2000 | 2006 |
Mathieu Guihard | 2010 | 2011 |
Izili : Thérèse Desbordes, Gérard Gautier, Pierre Loquet, Martial Ménard, Annaig Renault, Jean Kerhervé, Angèle Jacq, Lena Louarn, René Vautier hag all. Un 600 bennak a izili zo e-barzh SUAV.
Liamm diavaez
kemmañ- (fr) Skol-Uhel ar Vro