René Vautier
Ur sevener ha film-barer breizhat e oa René Vautier, bet ganet d’ar 15 a viz Genver 1928 e Kameled (Penn-ar-Bed) ha marvet d'ar 4 a viz Genver 2015 e Kemper[1],[2].
Ur yaouankiz stourm
kemmañE dad a oa micherour en ul labouradeg hag e vamm a oa skoalaerez. Adalek 1943 e krog gant ar stourm, da vare Rezistañs Frañs, pa ne oa nemet 15 vloaz. Diwar se en deus meur a vedalenn : Kroaz ar brezel, da 16 vloaz, hag eñ e karg eus strollad ar re yaouank e klann René Madec, hag enorioù ar Vroad gant ar jeneral Charles de Gaulle evit e oberoù politikel gant ar Rezistañs (1944).
Ur vuhez filmaozer engouestlet
kemmañGoude e studioù e lise Kemper e tap diplom an IDHEC (Ensavadur Studioù Uhel war ar Sinema), er rummad seveniñ, e 1948. E 1950, gant sevenidigezh ar film-berr Afrique 50, ar film eneptrevadennel kentañ e Frañs ha pennoberenn ar sinema engouestlet, eo enkablet 13 gwech ha kondaonet ur wech d’an toull-bac’h evit bezañ graet gaou ouzh dekred Pierre Laval (Ministr an trevadennoù e 1934). Kaset eo da doull-bac’h brezel Saint-Maixent, ha goude-se da Niederlahnstein, en takad gall a oa dindan dalc’h an Alamaned. E miz Mezheven 1952 eo dieubet.
Gant Afrique 50 e c’hounez ar vedalenn aour e festival Varsovia. En Afrika, e-lec’h ma oa aet da dreiñ meur a film, ez a da gaout rezistanted Aljeria. Eno e teu da vezañ rener Kreizenn Gleweled Aljer (eus 1961 da 1965), hag ivez sekretour meur ar Sinemaoù Pobl.
Ur wech distro da Vreizh, e 1970, e sav Unvez Produiñ Sinema Breizh (an UPCB) a-benn « filmañ er vro ». E 1972 e roet da Avoir 20 ans dans les Aurès Priz Meur Festival Sinema Cannes, met René Vautier a zo aet kuit da ginnig e film e Annabah, en Aljeria, peogwir e soñje dezhañ e oa o vont da vezañ serret e Cannes gant an archerien. Resev a raio e briz gant prezidant ar festival ur miz goude, e Kemper. E miz Genver 1973 e krog gant un harz-debriñ evit goulenn-groñs ma vefe «(…) lamet digant bodad kontrollañ ar sinema ar galloud da damall ur film hep reiñ abeg ebet ; ha ma vefe berzet ouzh ar bodad-se da lakaat lemel pe nac’h vizaoù evit digarezioù politikel ». Trec’h eo René Vautier war ar bodad. Claude Sautet, Alain Resnais ha Robert Enrico a ro harp dezhañ ha da ziwezh an harz-debriñ e vez kemmet al lezenn. E 1974 e vo enoret gant juri ar Film enepgouennelour evit e bennoberenn a-bezh. Ur c’hevredad produiñ dizalc’h a grou e 1984 : Images sans chaînes.
A-holl-viskoazh en deus strivet da lakaat « e-kerz an dud ar skeudennoù hag ar son a veze berzet outo gant ar galloudoù e plas », evit diskouez « piv e oa an dud ha petra a vennent ». René Vautier zo unan eus ar filmaozerien rouez-kenañ o deus bet c’hoant da lakaat an traoù da cheñch dre filmañ, evel Jean-Luc Godard en doa kroaziet e 1968 da-geñver krouidigezh ar Strolladoù Medvedkine (strollad filmaozerien-vicherourien nemetañ istor ar sinema).
E 1998 e resev Priz Meur Kevredad Keodedel an Aozerien Liesvedia evit e bennoberenn a-bezh. Stourmet en deus ouzh Jean-Marie Le Pen, hag evel an Abbé Pierre evelkent, en deus difennet Roger Garaudy a oa tamallet war an negasionism. Bet en deus Kolier an Erminig e Pondi e 2000. O chom edo e Kankaven. O prientiñ ur film diwar-benn ar c’hontrollerezh, frammet gant e wreg Soazig Chappedelaine, zo filmaozerez anezhi ivez, en deus graet war an diwezhadoù. E 2009 e resev ur Mikeldi a enor evit e oberenn a-bezh gant Zinebi, festival etrebroadel an teul-film hag ar film berr Bilbao. Kinniget eo evel « an den bet muiañ kontrollet e Frañs ». Mervel a ra en ospital Kemper e miz Genver 2015 d'an oad a 86 vloaz.
Filmoù
kemmañ
Stourm a-enep ar gapitalouriezh :
A-enep an drevadennouriezh ha brezel Aljeria dreist-holl :
A-enep ar saotradur :
|
A-enep ar ouennelouriezh :
An apartheid e Suafrika :
An tu dehou pellañ e Frañs :
Stourm evit lazioù ar merc’hed :
Stourm evit Breizh :
-- Vacances en Giscardie, ar film-se zo ennañ div gelaouadenn diwar-benn vakañsoù hañv « ar Gall keitat » : 1. Simplement vivre ha 2. Une place au soleil - 1980 |
Levrlennadur
kemmañ- René Vautier : Caméra citoyenne - Mémoires, Roazhon, embannet gant an Embannadurioù Apogée, 1998, ISBN 284398002X
- René Vautier : Afrique 50 (displegadennoù war ar film), embannet gant Cahiers du Paris Expérimental.
- René Vautier, Alain Weber : Un film que nous ne verrons plus jamais, Un homme est mort ; ha Jeune, dure et pure!, une histoire du cinéma d’avant-garde et expérimental en France, embannet gant : La Cinémathèque Française, 2001.
- Ils ont filmé la guerre avec les Algériens, teuliad e-barzh : Cahiers du cinéma, Here 2001.
- "Un homme est mort", gant Davodeau ha Kris, embannet gant : Futuropolis, 2006, ISBN 2754800107
- KOSTIOU Jeremi, René Vautier, stourm dre ar c'hamera, Bremañ, miz C'hwevrer 2015, niv. 400, pp. 18-19.
- Kris hag Étienne DAVODEAU, Un den zo marvet, Nadoz-Vor Embannadurioù, 2021.
Abadennoù skingomz diwar e benn
kemmañ- COTTEN Morgan, Tarzh an noz, Radio Naoned, 31 a viz Meurzh 2023.
Liammoù diavaez
kemmañ- [1]
- Roll liammoù war-zu lec’hiennoù zo diwar-benn René Vautier hag un nebeud eus e filmoù
- Avoir 20 ans dans les Aurès
- Afrique 50 An taolioù-dispac’h e trevadennoù gall Afrika ar C’hornôg
- [2] René Vautier "Tamm buhez sokial ebet hep kamera, pe neuze e vo fin ar sinema"
- Kaozeadenn gant René Vautier
- Pennad ar gazetenn spagnolek El Pais