Télévision française 1, brudetoc'h dre ar berradur TF1, eo ar c'hentañ ha koshañ chadenn eus ar skinwel hollek c'hall. Krouet eo bet d'ar 6 a viz Genver 1975 evit kemer plas kentañ chadenn an ORTF a oa bet lamet just a-raok. Da gentañ e oa ur chadenn foran, prevez e teuas da vezañ d'ar 16 a viz Ebrel 1987. Hiziv-an-deiz ez eo ul lodenn eus ar Strollad TF1, perc'hennet evit darn gant ar strollad greantel Bouygues.

TF1 logo 2013

TF1 eo ar c'hentañ chadenn eus Bro-C'hall hag Europa a-fed niver a arvesterien. En desped da se ez eo bet rannet dre zaou an niver anezho e-doug 40 vloaz, dreist-holl gant an niver a chadennoù nevez krouet. Abaoe ma'z eo prevez, ar chadenn a zo bet taget alies, ken a-fed ar pezh a vez kinniget ganti, ken evit an doare ma vez kinniget ar c'heleier, gant ur sell frankizour a-zehoù.

TF1 a vez skignet war an TNT, dre loarell, dre fun, skinwel IP pe Web. Ar chadenn a c'haller arvestiñ e broioù estren.