6 Genver
deiziad
(Adkaset eus 6 a viz Genver)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1838 : lakaet eo ar pellskriver tredan kentañ da vont en-dro gant Samuel Morse.
- 1907 : digoret ur skol, doareoù-kelenn nevez enni (Casa dei Bambini), en ur c'harter paour eus Roma gant ar bedagogourez Maria Montessori.
- 1941 : ul lezenn a aotre ar c'humunioù da skoazellañ an deskadurezh prevez e Bro-C'hall.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1367 : Richarzh II , roue Bro-Saoz.
- 1412 : Janed Ark, brezelourez c'hall.
- 1486 : Martin Agricola, sonaozour alaman.
- 1585 : Claude Favre de Vaugelas, yezhadurour gallek.
- 1619 : Savinien Cyrano de Bergerac, skrivagner gall.
- 1745 : Jacques-Étienne de Mongolfier, ijiner gall.
- 1797 : Edward Turner Bennett, loenoniour, skrivagner ha surjian saoz.
- 1798 : Marie Delaunay, Marie Dorval hec'h anv-leurenn, aktourez c'hall, mestrez Alfred de Vigny ha hini Alexandre Dumas da-c'houde.
- 1822 : Heinrich Schliemann, arkeologour alaman.
- 1832 : Gustave Doré, tresour gall.
- 1861 : Victor Horta, tisavour belgiat.
- 1883 : Khalil Jubran, barzh hag arzour eus Liban.
- 1892 : Lucienne Bogaert, aktourez (c'hoariva, sinema ha skinwel) c'hall.
- 1909 : Raffig Tullou, kizellour breizhat, ezel eus Unvaniez ar Seiz Breur, saver Koun Breizh.
- 1913 : Edward Gierek, politiker polonat.
- 1924 : Kim Dae-jung, prezidant Sukorea.
- 1944 : Alan Stivell, soner ha sonaozer breton.
- 1946 : Syd Barrett, arzour saoz, unan eus pevar c'hrouer ar strollad Pink Floyd.
- 1947 : Sandy Denny, kanerez saoz.
- 1953 : Malcolm Young, kaner-sonaozer ha soner aostralian, unan eus daou grouer ar strollad AC/DC.
- 1985 : Artyom Timofeiev, meurc'hoarier echedoù rusian.
Marvioù
kemmañ- 1448 : Christoffer III, roue Danmark, Sveden ha Norvegia.
- 1537 : Alessandro de' Medici, dug Firenze.
- 1693 : Mehmet IV, naontekvet sultan an Impalaeriezh otoman.
- 1786 : Pierre Poivre, ijinour labour-douar, liorzhour, louzawour ha misioner gall.
- 1829 : Josef Dobrovský, yezhoniour hag istorour tchek.
- 1852 : Louis Braille, ijiner gall al lizherenneg evit ar re zall.
- 1884 : Gregor Mendel, bevoniour eus Aostria.
- 1885 : Amable-Emmanuel Troude, geriadurour brezhonek.
- 1906 : Emrys ap Iwan (Robert Ambrose Jones), skrivagner kembraek.
- 1919 : Theodore Roosevelt, 26vet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika, Priz Nobel ar Peoc'h.
- 1919 : Jacques Vaché, mignon da André Breton, skrivagner
- 1938 : Emil Ernod, yezhoniour breizhat.
- 1957 : John Todd Zimmer, evnoniour stadunanat.
- 1966 : Jean Lurçat, livour gall.
- 1970 : Vincenzo Castaldi, mestrc'hoarier echedoù italian.
- 1981 : A. J. Cronin, skrivagner skosat.
- 1992 : Dizzy Gillespie, trompilhour jazz stadunanat.
- 1993 : Roudolf Noureyev, korollour rusian.
- 2015 : Guy Étienne, mezeg ha skrivagner brezhonek.
Lidoù
kemmañDeiziadur kristen
kemmañ- Firenze (Italia), Andrea Corsini, priol kouent ar C'harmez e Firenze, eskob Fiesole, ha kofesour, (1373)
- Afrika : merzherien dindan an impalaer Severus, staget ouzh peulioù ha devet
- In territorio Rheménsi (?) : santez Macrae, gwerc'hez
- Rhedonis, in Gallia (Roazhon, e Breizh) : Melani, eskob ha kofesour
- Geris, Ejipt : Nilammonius, eskob
- Gouel an dud anvet Tifen.
- "Nedeleg bihan" pe "Nedeleg ar merc’hed" en Iwerzhon.
- Iliz katolik roman :
- Gouel ar Rouaned.
- Sent Breizh :
- sant Peran, tad sant Padern ha pried santez Yulizh.
- sant Merin, penitiour, roet en deus e anv da Bloveilh ha da Lanvilin.
- ganedigezh sant Melan pe Melani, paeron eskopti Roazhon.
- Ilizoù all :