Martin Agricola
Martin Agricola a zo ganet d'ar 6 a viz Genver 1486 ha marvet d'an 10 a viz Even 1556. Ur sonaozour alaman eus an Azginivelezh e oa hag en deus savet teoriennoù war ar sonerezh.
Ganet eo bet e Schwiebus e Silezia. E anv a oa Sohr pe Sore en alamaneg.
E-tro 1524 e vevas e Magdeburg, kelenner e oa d'ar mare-se en ur skol brotestant. Rhau, hag a oa senedour ha mouller o tont eus Wittenberg, a gejas gant Martin Agricola. Deuet e oant da vezañ mignoned vras. Embann a reas teoriennoù war ar sonerezh, an teoriennoù-se a oa war un doare nevez da notenniñ.
Agricola a zo bet an hini kentañ oc'h aozañ gant peder mouezh un oberenn evit Martin Luther: Ein' feste Burg e anv.