Josef Dobrovský
Josef Dobrovský (ganet d'ar 17 a viz Eost 1753 - marv d'ar 6 a viz Genver 1829 e Brno) a oa ur yezhoniour hag un istorour tchek, unan eus an dud pouezusañ en emsav broadel tchek e deroù an XIXvet kantved.
Ganet e voe en Hungaria, pa oa soudard e dad eno. Mont a reas da skol-veur Praha, da studiañ prederouriezh ha doueoniezh. Mont a reas da Jezuist e Brno goude se. Met distreiñ a reas da Braha e 1773, pa voe divodet urzh ar Jezuisted er broioù tchek. Eno e kendalc'has da studiañ doueoniezh. Dont a reas da vezañ kelenner-ti evit tud eus an noblañs.
Neuze e krogas da sevel labourioù skiantel diwar-benn an tchekeg, istor ar yezh hag al lennegezh, ar yezhoù slavek all, ha sevel a reas ur yezhadur diazez eus an tchekeg. Beajiñ a reas dre veur a vro en Europa da glask dornskridoù tchekek e levraouegoù kêrioù bras reter ha hanternoz Europa (Stockholm, Sant-Petersbourg ...). En alamaneg hag e latin e savas an darn vrasañ eus e labourioù rak er yezh-se e skrive an dud uhel er broioù tchek en amzer-se ha ne oa an tchekeg evitañ nemet un danvez studi, ne oa ket ur yezh da adsevel. Bez' e voe evelkent unan eus ar re a savas Mirdi Broadel Tchekia hag Kevredigezh Roueel Tchek ar Skiantoù.
Oberennoù pennañ
kemmañ- Geschichte der böhmischen Sprache und Literatur (Istor an tchekeg hag e lennegezh, 1792)
- Deutsch-böhmisches Wörterbuch (geriadur alamaneg-tchekeg, 1802)
- Ausführliches Lehrgebäude der böhmischen Sprache (Yezhadur an tchekeg, 1809)
- Institutiones linguae Slavicae dialecti veteris, tj. Základy jazyka staroslověnského (Diazezoù an henslaveg, 1822)