Praha

kêrbenn Tchekia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Praha (tchekeg : Praha) eo kêr-benn ha kêr vrasañ ar Republik Tchek (tchekeg : Česká republika). Unan eus ar pevarzek rannvro a ya d'ober Tchekia eo, kêr-benn rannvro velestradurel Kreiz Bohemia hag ivez kêr-benn rannvro istorel Bohemia. Enni e tremen ar stêr Vltava (Moldau en alamaneg). Bet eo bet kêr-benn Rouantelezh Bohemia, hini an Impalaeriezh santel roman german ha hini Tchekoslovakia (ČSR, ČSSR ha ČSFR).

Praha
municipality with town privileges in the Czech Republic, Distrigoù ar Republik Tchek, pastell-vro, capital of region, district town, enklozadur, Rannvroioù ar Republik Tchek, municipality with authorized municipal office, kêr vras, Czech municipality with expanded powers, administrative district of Czech municipality with expanded powers, administrative district of Czech municipality with authorized municipal office, lec'h touristel, municipality of the Czech Republic, national capital
Deiziad krouiñ8. century Kemmañ
Anv ofisielPraha, hlavní město Praha Kemmañ
Anv er yezh a orinPraha Kemmañ
MoranvMater urbium, Stověžatá Praha, Praga Caput Regni, Praga Caput Rei publicae Kemmañ
Diellaouet gantPrague City Archives Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
StadRepublik Tchek Kemmañ
Kêr-benn eusRepublik Tchek Kemmañ
E tiriadRepublik Tchek Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+01:00, UTC+02:00 Kemmañ
Historical regionBohemia Kemmañ
Enclave withinRannvro Kreiz Bohemia Kemmañ
Daveennoù douaroniel50°5′15″N 14°25′17″E Kemmañ
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er reter50°5′13″N 14°42′24″E Kemmañ
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ en norzh50°10′39″N 14°31′37″E Kemmañ
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er su49°56′31″N 14°23′44″E Kemmañ
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er c'hornôg50°6′11″N 14°13′28″E Kemmañ
Poent uhelañTeleček Kemmañ
Lowest pointVltava Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantMayor of Prague Kemmañ
Penn an aotrouniezhBohuslav Svoboda Kemmañ
Korf lezenniñPrague City Assembly Kemmañ
Ezel eusCreative Cities Network, World Tourism Cities Federation, League of Historical Cities, Organization of World Heritage Cities Kemmañ
Furm lezennelRannvroioù ar Republik Tchek Kemmañ
Gevellet gantTaipei Kemmañ
Perc'henn warVilla Müller, Pražská vodohospodářská společnost Kemmañ
Sez sokialPraha Kemmañ
Visitor centerQ12046910 Kemmañ
Yezh implijettchekeg Kemmañ
Darvoud-alc'hwezSiege of Prague, Siege of Prague Kemmañ
Prizioù resevetEuropean City of the Trees, Rescuer City Kemmañ
Present in workCivilization V Kemmañ
Kod-post100 00–199 00, 252 26, 252 28 Kemmañ
Niverenn bellgomz+420 800 100 000 Kemmañ
Fax number+420 236 007 102 Kemmañ
Postelmailto:info@praha.eu Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.praha.eu Kemmañ
HashtagPraha, Prag Kemmañ
Banniel (deskrivadur)flag of Prague Kemmañ
Ardamezioùcoat of arms of Prague Kemmañ
Istorhistory of Prague Kemmañ
Roll monumantoùQ12052213 Kemmañ
A implijhouse number Kemmañ
Rummad tostCategory:Prague-related lists Kemmañ
Open data portalopendata.praha.eu Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of Prague Kemmañ
Time of earliest written record965 Kemmañ
Kod pellgomz an takad2 Kemmañ
Kod plakenn varilhA Kemmañ
Category for honorary citizens of entityCategory:Honorary citizens of Prague, Q64364725 Kemmañ
Category for the view of the itemCategory:Views of Prague Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Prague Kemmañ
Map

Istor kêr

kemmañ


Karterioù Praha

kemmañ

Malá Strana, karter ar C’hastell

kemmañ

E-touez al lec’hioù dibar a sach evezh an douristed emañ pont Charlez, a liamm ar Gêr Gozh ouzh Malá Strana. Eno e c’haller gwelout kastell, iliz-veur Sant Gi hag ar Straed Aour (anv diaezezet war labour an alkimiezhourien), moger John Lennon e-tal kannati Bro-C’hall, bered Vyšehrad, Plasenn Venceslas ha kenkiz Müller. Distruj a zo bet er c’harter goude dour-beuz 2002.

Ar Gêr Gozh hag ar Gêr Nevez

kemmañ

Kêr Gozh Praha (Staré Město, pe Staré Město pražské) a zo lodenn goshañ kreiz-kêr Praha. Diouzh tu dehou ar stêr Vltava emañ, hag he gorread a zo 129 hektar.

Betek 1784 e voe Kêr Gozh Praha renet gant un ti-kêr dizalc’h, evel er c’harterioù all (Malá Strana, Hradčany hag ar Gêr Nevez). Er bloavezh-se e voe kenteuzet an holl gumunioù-se a-benn sevel ur gêr nemetken, hag e teujont da vezañ pastelloù-bro. Anvet eo ar c’harter-se ar Gêr Gozh a-benn e ziforc’hiñ diouzh ar Gêr Nevez (Nové Město), bet aozet gant an impalaer Charlez IV er XIVvet kantved. Dispartiet eo an div gêr gant ar straedoù da heul : Národní (broadel), Na Příkopě (War ar Foz) ha Revoluční (straed an dispac’h). Etre ar Gêr Gozh ha Malá Strana e red ar stêr Vltava. Er Gêr Gozh emañ ivez Josefov, bet ur ghetto, hag a voe meret e-pad pell gant ar yuzevien o-unan.

Savouriezh dibar er Gêr Gozh

kemmañ

Pinvidik-tre eo ar c’harter a-fet savouriezh, hag er memes straed e c’haller gwelout savadurioù gwall zisheñvel an eil diouzh egile : iliz roman, tour gotek, ti doare Azginivelezh, palez barok pe c’hoazh tiez-bank Arz Nevez.

Da skouer:

  • Plasenn ar Gêr Gozh (Staroměstské náměstí), gant an tour-ged, an horolaj steredoniel, iliz Itron Varia Týn, ar monumant da enoriñ Jan Hus (gant František Bílek), Palez Kinský
  • Plasenn ar Republik (Náměstí Republiky), gant an Ti Boutin ha Tour ar Poultr
  • Týn, kreizig-kreiz ar Gêr
  • Klementinum

Praha hag ar Yuzevien

kemmañ

Josefov, ar ghetto kozh a lak da gaout soñj eus ar gêr yuzev bet emren e-pad pell, hag e barr he brud er XVIIvet kantved. D’ar mare-se e oa war-dro 15 000 annezad ennañ, da lavaret eo 30 % eus poblañs kêrioù Praha ( Staré Město, Nové Město, Malá Strana ha Hradčany a voe kenteuzet e 1784). Etre 1597 ha 1609 e voe lakaet Maharal Praha, Juda Loew ben Bezalel e anv, da rabbin ar gumuniezh. Hiziv an deiz eo gwelet c’hoazh evel unan eus doktorien wellañ lezenn Moiz. Douaret eo bet e bered yuzev, ha kalz tud a zeu da birc’hirinañ eno. War zigarez “kenlabourat” gant armeoù Friedrich II Prusia e voe skarzhet ar Yuzevien eus Praha e 1745. Aotreet e voent da zistreiñ e 1748, pa voe echu Brezel Hêrezh Aostria. Dorioù ar ghetto a voe distrujet e 1848. Enframmañ ar Yuzevien ar oa ar pal, met o gwirioù a-fet emrenerezh a golljont war un dro. War-bouez un nebeud savadurioù eo bet distrujet ar ghetto penn-da-benn e XIXvet kantved. D’ar mare-se e voe divizet gant an ti-kêr yac’husaat karter Josefov : ledanaat ar straedoù, degas gaz, staliañ kanoù-skarzh.

Darempredoù etrebroadel

kemmañ

Praha en deus kevelerezhioù ofisiel kenkoulz hag anofisiel gant kêrioù bras all.[1] Kêr Braha he deus ivez he dileurierezh hec'h-unan ouzh Unvaniezh Europa e Brusel. Graet eo vez Prague House anezhi.[2]

Kevelerezhioù:

ofisiel:

anofisiel:

Daveoù

kemmañ
  1. www.praha-mesto.cz. Partner cities. Kavet : 20-04-2007.
  2. www.prazsky-dum.cz. Prague House. Kavet : 20-04-2007.