Staré Město (Praha)
Staré Město pe Staré Město pražské (ar Gêr Gozh pe Kêr Gozh Praha) a zo unan eus lodennoù koshañ kreiz-kêr Praha. Kreiz istorel ar gêr eo, ha lec'hiet eo e ribl dehou ar stêr Vltava. 129 ha eo gorread ar c'harter.
Ur gumun distag e voe betek 1784, hag er bloavezh-se e voe kendeuzet kumunioù Praha : krouet e voe ar gêr hag ar c'humunioù a zeuas da vezañ distrigoù. Anvet eo Kêr Gozh a-benn he diforc'hañ diouzh ar Gêr Nevez (Nové Město) savet gant an impalaer Charlez IV er XIVvet kantved. Teir straed a zo etre ar Gêr Gozh hag an hini nevez : Národní (stared vroadel), Na Příkopě (War ar Foz) ha Revoluční (straed an dispac'h). Etre ar Gêr Gozh ha Malá Strana e red ar stêr Vltava, hag a-us dezhi emañ Pont Charlez. E Kêr Gozh Praha emañ Josefov, hag a oa ar ghetto, bet meret e-pad pell gant ar Yuzevien o-unan.
Arkitektouriezh ar Gêr Gozh
kemmañSavadurioù pennañ :
- Plasenn ar Gêr Gozh (Staroměstské náměstí), ma kaver an tour-ged, Horolaj steredoniel Praha, Iliz Itron Varia Týn, ar monumant da Jan Hus savet gant František Bílek, Palez Kinský
- Plasenn ar Republik (Náměstí Republiky), m'emañ Ti ar gumun ha Tour Poultr Praha
- Týn, orin ar Gêr Gozh
- Klementinum
- Ti ar Werc'hez du
- Palez Clam-Gallas
- Ti ar gumun
- kouent Santez-Agnes
-
Tour-ged ti-kêr ar Gêr Gozh
-
Iliz Sant-Nikolaz ar Gêr Gozh
-
Ti-kêr Praha
-
Porched barok Sant-Jakez
-
Ar stêr Vltava ha Pont Charlez