Iliz Itron Varia Týn
Iliz Itron Varia Týn (tchekeg : Chrám Panny Marie před Týnem) a zo un iliz c'hotek a zo er Republik Tchek, e Praha, e plasenn ar gêr gozh (tchekeg : Staroměstské náměstí), e karter Staré Město. 80 metrad uhelder eo kloc'hdi an iliz. Livadurioù gant Karel Škréta a zo enni. Meur a wech eo bet kempennet diavaez an iliz : e 1876-1895 hag ivez etre 1973 ha 1995.
Savet eo bet e 1380 diwar ur steuñv gant an arkitektour gall Mazhev Arras gant sikour peter Parler, e lec'h ma oa un iliz roman eus ar IVre kantved, hag a voe anezhi betek 1256.
Yann Rokycan a voe dilennet arc'heskob Iliz Hus enni e 1427.
Echuet e voe sevel an doenn e-tro 1450, da vare ren Jord Bohemia. An tourioù a voe echu e 1511 gant an arkitektour tchek Matěj Rejsek. E 1436 e voe savet an talbenn.
Ouzh ar pignon e weler ur c'halir aour. Un arouez eus an husourien eo.
E 1626, da-heul emgann ar Menez Gwenn, e voe tapet an iliz gant ar gatoliked. Kizelladurioù Jord Podebrady hag ar c'halir a voe tennet, en o flas e voe lakaet ur skeudenn eus an Itron Varia.
E 1619 e voe distrujet ar volz gant ar gurun, ha kempennet e voe en doare barok. Hiziv an deiz ez eo barok diabarzh an iliz.