Karel Škréta
Karel Škréta Šotonovský ze Závořic, anvet Carolus Creten ivez (1610 e Praha - 30 a viz Gouere 1674 e Praha), a oa ul livour barok tchek.

Karel Škréta, emboltred (1647), Praha, Národni Galerie
Soñjal a reer e teskas ar vicher gant unan eus mistri lez ar roue. E Saks hag en Italia e studias. Hervez A. Houbraken e livas poltredoù hag edo o chom e Roma asambles gant Willem Bouwer[1],[2].
Dont a reas da vezañ ezel eus Bentvueghels gant al lesanv Slagzwaart[2] pe Slach-sweerd[3] Kelenner al livour prahat Johann Georg Heinsch (1640-1713) e vije bet.[4].
Diwar 1638 edo o chom e Praha ma labouras war meur a stern-aoter, en iliz Sant Tomaz, hini Sant Stefan pe c'hoazh Iliz Itron Varia Týn.
NotennoùAozañ
- ↑ (nl) Cornelid de Bie (Antwerpen, 1662): Het Gulden Cabinet, p. 114. En-linenn
- ↑ 2,0 ha2,1 (nl) Carolus Creten in De groote schouburgh der Nederlantsche konstschilders en schilderessen (1718) gant Arnold Houbraken, en Digital library for Dutch literature
- ↑ Het Gulden Cabinet, p. 251.
- ↑ Karel Sotnovsky Skreta