Pont Charlez (Karlův most e tchekeg) a liamm Staré Město ouzh karter Malá Strana. Savet eo bet er XIVvet kantved, ha betek 1741 e voe ar pont nemetañ a-us d’ar Vltava.

Pont Charlez diouzh an noz
Unan eus tourioù Pont Charlez

Un arouez hollvrudet eus Praha eo ar pont, hag ul liamm etre Staré Město ha Malá Strana eo ivez. Diazezet eo e anv war hini ar roue Charlez IV hag a lakaas kalz nerzh da vravaat Praha. Savet eo bet ar pont e-lec’h ma oa unan all anvet Pont Judith, hag a voe distrujet pa voe dour bras ar stêr Vltava.

Hervez an hengoun e vefe bet savet ar pont gant ar savour Peter Parler. E 2007 eo bet dizoloet e vefe bet savet gant un den anvet Oto, met ne ouezer netra diwar e benn, war-bouez e siell. A-benn ar fin evefe bet peurechuet ar pont gant Peter Parler, evel m’en diskouez ur roud dindan zouar bet kavet ouzh unan eus ar mogerioù, pa voe aozet ur chanter arkeologiezh e 2007[1].

An tamm maen kentañ a voe staliet e 1357, hervez an danevellourien. N’anavezer ket an deiziad resis. Ar prederour ha steredoniour tchek Zdeněk Horský en deus kinniget deiziad an 9 a viz Even 1357 da 5 eur 31, diazezet eo e ginnig war ar steredoniezh. Re all a soñj e vefe bet e miz Gouere, pe d’ar 15 a viz Even (gouel sant Vít).

Pep penn eus ar pont a zo gwarezet gant un tour. Eus tu Staré Město, ez eo un tour gotek, bet savet er XIVvet kantved. Hervez an istorourien e oa hiroc’h ar pont pa voe savet, neuze ne oa ket an daou dour er pennoù pellañ[1].

Delwennoù

kemmañ

E-kerzh ar XVIvet hag ar XVIIvet kantved e voe ouzhpennet 75 delwenn war hirder ar pont gant ar gatoliked. Hiziv an deiz ez eo eiladoù a weler. An delwenn goshañ (savet e 1683) eo hini sant Yann Nepomusen. Savet ha staliet e voe diwar c’houlenn ar jezuisted. Gwenvidikaet eo bet Yann Nepomusen e 1721 lakaet da sant e 1729). Beleg e voe e Praha da vare ren Venceslas IV, ha diwar urzh ar roue e voe taolet er stêr e 1393. Rak gwarizius e oa ar roue, ha ne asante ket ne lavarfe ket Yann Nepomusen dezhañ ar pezh a gofese ar rouanez. Pa voe marv e vefe deuet ur sked war c’horre an dour. Hiziv an deiz ez eus ur c’helc’h alaouret a-us d’an delwenn, ha nepell ez eus ur groaz da ziskouez peelc’h e voe taolet en dour. Plijout a ra d’an douristed touchañ stumm ki familh ar roue a zo kizellet ouzh ar sichenn (un arouez a fealded eo), hag ivez stumm ar rouanez, ha a zo sañset degas eurvad d’an dud.

Etre 1683 ha 1714, e voe ouzhpennet un delwenn a denn da istor relijiel ar vro pe ar gêr ouzh kement piler a zo, diwar skouer pont Sant Ael Roma. Savet int bet gant kizelelrien varok anvet Jan Brokoff hag e vab Ferdinand Maximilian Brokoff, Matthias Bernhard Braun e-touez re all.

 
Gwel-meur pont Charlez (er goañv)

Luc’hskeudennoù an delwennoù

kemmañ

E tu ar c'hreistez, eus Staré Město war-du Malá Strana.

Diouzh tu an norzh, eus Staré Město betek Malá Strana.

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 Lidové Noviny, 10 a viz Gwengolo 2007.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.