Franz Kafka
Franz Kafka
Franz Kafka, war-dro 1917
Obererezh romantoù, danevelloù, deizlevr
Ganedigezh 3 a viz Gouere 1883
e Praha
Marv 3 a viz Mezheven 1924
e Kierling (Klosterneuburg), Aostria
Yezh skrivañ alamaneg
Oberennoù pennañ

Sinadur

Lec'hienn ofisiel www.kafka.org/

Franz Kafka zo bet ganet d'an 3 a viz Gouere 1883 e Praha, Aostria-Hungaria, ha marvet d'an 3 a viz Mezheven 1924 e Kierling (Klosterneuburg), Aostria.

Bez Kafka, Kevrenn 21, Bered yuzev nevez (Nový židovský hřbitov), Praha.

Skrivagnour aostrian-tchekoslovak ha c'hoarier echedoù amatour.

Ma 'z eo brudet Franz Kafka a-drugarez da zaou romant : Der Prozeß (Ar Prosez) ha Das Schloß (Ar C'hastell) ha d’un danevell, Die Verwandlung (An Treuzstummadur) he zitl, e ranker lavarout ez eo kalz ledanoc’h e oberenn. Unan eus he ferzhioù pennañ eo an aergelc’h a denn d’ar gwallhuñvreoù, ha d’ur gevredigezh beuzet dindan ar bureverezh hag a wask an dud. Hervez Hendrik Marsman eo an aergelc’h-se un “ergorelezh iskis-tre.” Alies e lavarer ez eo oberenn Kafka un arouez eus plas mab-den en hon amzer. Re all a soñj dezho n’eo ket un taol-arnod, ur stourm enep “nerzhioù uhelañ”, a-benn adreiñ d’an den ar frankiz da zibab evitañ e-unan.

E vuhez

kemmañ

Franz Kafka zo bet ganet e Praha. E dad-kozh, Jacob Kafka a zeue eus ur gêr vihan anvet Osek. En em staliañ a reas e Praha hag eno e tigoras ur stal. Mab Hermann Kafka (1852-1931) ha Julie Kafka, bet ganet Löwy (1856-1934), eo Franz Kafka. Daou vreur en deus bet, Georg ha Heinrich, an daou anezho bet marvet pa oant bugel (e 1885 hag e 1887), ha teir c’hoar : Gabrielle (Elli) (1889-1941), Valerie (Valli) (1890-1942) hag Ottilie (Ottla) (1892-1943). E-pad an Eil Brezel-bed e voe kaset an teir anezho da c’hetto Łódź, ha mervel a rejont ennañ pe en ur c’hamp-kreizennañ. E-unan e voe Franz e-pad e vugaleaj. E yezh-vamm a voe an alamaneg.

Yuzev e oa familh Kafka. Gant Kafka e vez taolennet e dad (diaes e voe an darempredoù kenetrezo) evel ur fougaser hag un den mestronius. Memes ma ne oa ket gwall zon an darempred gant e vamm, e seblant Kafka bezañ bet dedennetoc’h gant he familh dezhi, brudet evit bezañ desket, er c’hontrol da hini e dad.

Etre 1889 ha 1893 ez eas Kafka da skol kentañ-derez Fleischmarket (« Marc’had ar c’hig », hiziv an deiz straed Másna) e Praha. A-fed deskadurezh yuzev e lidas e vBar Mitsva pa voe 13 vloaz, hag e kemeras perzh peder gwech ar bloaz el lidoù er sinagogenn.

Goude ar skol kentañ-derez ez eas d’ar skolaj stad alamanek e Praha (Altstädter Deutsches Gymnasium). Echuiñ a reas gant e zeskadurezh e 1901. Buan-tre e voe dedennet gant al lennegezh (aet eo diwar wel e skridoù kentañ, chañsoù zo e vefent bet distrujet gantañ) ha gant ar sokialouriezh. E vignoned a voe d’ar mare-se Rudolf Illowy, Hugo Bergmann, Ewald Felix Pribram hag Oskar Pollak.

E vakañsoù a drememe war ar maez, e ti e eontr Siegfried, mezeg e Triesch.

E vachelouriezh a dapas e 1901, ha goude-se e veajas e Norderney hag e Helgoland. E-pad ar goañv 1901 e krogas e studioù e skol-veur Charlez e Praha. Goude div sizhunvezh war ar gimiezh e cheñchas hag e studias ar gwir, an alamaneg hag istor an arzoù. Ne veajas ket kalz, ha kemer a reas perzh er gevredigezh anvet Lese- und Redehalle der Deutschen Studenten, ur gevredigezh he fal aozañ abadennoù gouestlet d’al lennegezh.

E 1902 e kejas ouzh Max Brod, hag a voe e vignon gwellañ hag a lakaas embann e oberenn. E 1906 e voe degemeret evel doktor war ar gwir gant ar c’helenner Alfred Weber hag ur staj a reas e-pad ur bloaz e lez-varn Praha.

E 1909 e lakaas embann e skridoù kentañ e-barzh ar gelaouenn munikian Hyperion. D’ar 1añ a viz Du 1907 e krogas da labourat evit ar gompagnunezh asurañs italian Assicurazioni Generali. Eno e chomas e-pad 9 miz hag e roas e zilez d’ar 15 a viz Gouere 1908. Hervezañ e oa kement a labour ken ne c’halle ket skrivañ. Pemzektez goude e krogas da labourat evit an Arbeiter-Unfall-Versicherungs-Anstalt für das Königreich Böhmen (ensavadur asurañs evit ar gwallzarvoudoù labour e rouantelezh Bohemia). Eno e chomas betek ma vefe kaset war e leve gant lañs, e 1922. Ma oa techet Kafka da zisprizañ e labour, e voe gwelet mat, hag e pignas e diabarzh ar gompagnunezh.

Ouzhpenn e labour evit ar gompagnunezh asurañs e kendalc’has da skrivañ hag ur programm pemdeziek a savas : labour er burev diouzh ar mintin, kousk-ae da greisteiz, goude-se pourmenadenn, pred gant mignoned pe gant e familh, ha stagañ a rae gant ar skrivañ diouzh an abardaez betek diwezhat en noz. E-pad unan eus an nozvezhioù-se e savas “evel ma vefe bet mezv” an istor anvet Das Urteil (Ar Varnadenn).

Darempredoù

kemmañ
 
Felice Bauer

E vignoned wellañ a voe Max Brod, ar prederour Felix Weltsch, ar sionour Hugo Bergman hag ar soner piano Oskar Baum.

A-hed e vuhez en devoe Kafka darempredoù diaes gant ar merc’hed. E 1912 e kejas gant Felice Bauer, ur plac’h eus Berlin. Kenskrivañ a rejont e-pad pemp bloaz ha div wech e timezjont hep eurediñ gwech ebet. Met karantez platonek a oa evit Kafka, diazezet war ar c’henskrivañ dreist-holl. Tamm-ha-tamm e verzas ne blijfe ket dezhañ bevañ gant Felice, hag o darempred a chomas a-sav e 1917.

E 1919 e prometas Kafka dimeziñ gant Julie Wohryzeck, ur sekretourez eus Praha, met a-enep-krenn e oa e dad. An darempred ganti a chomas a–sav er memes bloavezh, diwar c’houlenn Julie war a seblant. E penn-kentañ ar bloavezhioù 1920 en doe Kafka un darempred berr ha kreñv-tre gant ar skrivagnerez ha kazetennerez anarkourez tchek anvet Milena Jesenská. Marteze eo hi ar plac’h a sikouras anezhañ ar muiañ, met diaes e voe da Franz bezañ gant ur plac’h ken lirzhin. E 1923 ez eas betek Berlin gant ar pal dont a-benn da skrivañ hep bezañ direnket gant e familh. Eno e kejas gant Dora Diamant, ur skolaerez 19 vloaz anezhi, o tont eus ur familh yuzev ortodoks a bPolonia. Asambles e vevjont, hag a-drugarez dezhi e voe dedennet Kafka gant an Talmud. E-pad ur pennad e soñjjont zoken divroañ da bPalestina.

Yec’hed

kemmañ

E 1917 e krogas da skopañ gwad, hag e voe diouganet an droug-skevent. Neuze e krogas da glemm (evel ma c'haller lenn en e lizheroù da Felice), hag ec’h implijas abeg e gleñved evit chom a-sav gant e bromesa a briedelezh. Ouzhpenn e soñje dezhañ e oa diaes bezañ skrivagner ha bevañ ur vuhez “voutin” war un dro. Gwall zisheñvel e oa e bersonelezh diouzh hini Felice.

Ouzhpenn bezañ hurennek e soñjer e oa ivez Kafka tapet gant diwaskadennoù reoliek,ur fobienn sokial, poan-benn ha diaesterioù evit kousket.

N’en doa ket kalz a fiziañs e doareoù boutin ar medisinerezh, hag e klaskas stourm a-enep d’e gleñvedoù en ur chom hep debriñ kig hag en ur evañ laezh nann-pasteuret.

Profitañ a rae eus e vakañsoù evit mont da heuliañ pareañsoù e sanatoriomoù, hag evit hen ober e voe roet dezhañ vakañsoù dreistordinal gant e implijer. E 1922 ez eas war e leve, abalamour d’e yec’hed. Daoust ma yae gwelloc’h an traoù gantañ (skrivañ a reas kalz) ur wech dilojet da vBerlin, ez eas e yec’hed wa fallaat e-kerzh ar goañv 1923-24. Yen e chome e ranndi, hag abalamour da gresk ar prizioù e rankas goulenn ma vefe kaset traoù dezhañ eus Praha. Kemend-se ne sikouras ket anezhañ da bareañ.

Pa zeuas Max Brod da welout anezhañ e miz Meurzh 1924, e oa ken fall stad Kafka ken e tivizas Max Brod kas anezhañ da bPraha en-dro. E miz Ebrel e voe diouganet droug-skevent er c’harlochenn. Anat e oa neuze ne vevfe ket Kafka e-pad pell. D’ar mare-se ne oa na penisilin na treuzwazhiadur. Nebeutoc’h-nebeutañ e tebre Kafka, ar pezh a lakae anezhañ da vezañ heñvel ouzh Gregor Samsa, tudenn bennañ Die Verwandlung (An Treuzstummadur).

E-pad ar mizioù diwezhañ e voe sikouret gant e vignon, ar mezeg Robert Klopstock, hag a rae war e dro. Met re ziwezhat e oa.

Kafka a voe kaset da sanatoriom Kierling, nepell diouzh Vienna, hag eno e varvas d’an 3 a viz Even 1924, kazi sur abalamour d’an dizvouediñ, en e gichen e oa Dora Diamant. E gorf a voe kaset en-dro da bPraha ha douaret e voe d’an 11 a viz Even 1924 e bered yuzev nevez Žižov (Praha-Strachnitz).

Skrivañ, ur vicher

kemmañ

Hervez Kafka e oa ar skrivañ ur redi don ha nes, ur seurt “obererezh spontus”, a redie anezhañ da zigeriñ penn-da-benn e gorf hag e ene.

En ul lizher a gasas da Oskar Pollack e miz Genver 1904 e tispleg Kafka : "Ul levr a rank bezañ ur vouc’hal a droc’h ar mor skornet a zo ennomp, sed ar pezh a gredan.” Lavarout a rae ivez : “Ma ne zihunomp ket abalamour d’un taol meilh-dorn war hor penn roet gant al levr emaomp o lenn, da betra lenn anezhañ ?”

Hervez Kafka e ranker skrivañ evel ma vefec’h en ur riboul teñval, hep gouzout penaos e tispako an tudennoù.

Diwar-benn e oberenn

kemmañ

Oberenn Kafka a zo bet savet en alamaneg penn-da-benn, war-bouez un nebeud lizheroù a gasas da v/Milena Jesenská.

E-pad e vuhez e lakaas embann un nebeud testennoù berr hag an Treuzstummadur (Die Verwandlung). E romantoù evel Das Schloß (Ar C'hastell) hag Amerika a chomas diechu. Ur fin a zo d’ar Prozeß (Ar Prosez) met diechu e chom ar 7vet pennad, ha ne c’haller ket bezañ sur eus urzh ar pennadoù.

A-raok mervel e c’houlennas Kafka gant Max Brod (e vignon hag e sevener testamant) distrujañ holl e skridoù. Ne sentas ket Brod, hag er c’hontrol e reas e seizh gwellañ evit ma vefe anavezet oberenn Kafka. Ne ouezer ket re ha sirius e oa Kafka pe get pa c’houlenne e vefe devet e skridoù.

Gouzout a reer avat en deus devet ul lodenn (enni ur pezh-c’hoari) e-unan pe gant Dora. Evit a sell ouzh ar skridoù ne zeuas ket a-benn Max Brod da dapout a-raok an eil brezel bed e voent distrujet gant ar Gestapo e penn-kentañ 1933 : 20 kazetenn ha 35 lizher a voe tapet ganto e ranndi Dora e Berlin.

Daoust da c’houlennoù kannad Tchekia e Berlin e chom kollet da viken an danvez-se.

Brod ne gemeras ket e kont ali Kafka ha e lakaas embann lodenn vrasañ e oberenn. Ma teuas a-benn da embann ar romantoù er bloavezhioù 1920, ne zeuas ket a-benn da embann ar peurrest (lizheroù, deizlevr) a-raok an eil brezel bed. Pa voe aloubet Praha gant an nazied e miz Meurzh 1939 e tec’has kuit da bPalestina, en ur gas gantañ skridoù Kafka.

Tabut a sav war ar pezh a lakaas Max Brod da embann, rak mervel a reas Kafka a-raok bezañ bet amzer da gempenn e skridoù : echuiñ a ra Das Schloß e-kreiz ur frazenn, ne oa ket bet niverennet pennadoù Der Prozeß hag amsklaer eo danvez Das Schloß (Ar C'hastell). War a seblant en deus Brod diblaset pennadoù 'zo, kemmet frazennoù ha cheñchet poentadur pennadoù zo.

E 1961 e teuas a-benn Malcolm Paisley da zastum lod brasañ skridoù orin Kafka er Bodleian Library e skol-veur Oxford. Diwezhatoc’h e voe prenet skrid orin ar Prosez hag emañ bremañ e dielloù lennegezh alaman Marbach.

Ur wech dastumet gantañ ar skridoù e savas Paisley ur gevredigezh, gant ar pal adembann ar romantoù en o stad orin. Kemend-se a voe graet gant embannadurioù S. Fischer Verlag. Paisley a reas war-dro embannadur Das Schloß (Ar C'hastell) e 1982 ha hini Der Prozeß (Ar Prosez) e 1990. Jost Schillemeit a reas war-dro Der Verschollene (titl Kafka eo, gant Max Brod e oa deuet da vezañ Amerika) e 1983. An embannadurioù-se a c’haller gwelout war internet, dindan an anv Project Kafka.

Goude marv Kafka e voe dielfennet, burutellet ha meulet e oberenn. E dudennoù a vev en ur bed ne c’hallont ket meizañ ha dic’halloud en em gavont dirak nerzhioù dianv, damheñvel ouzh ur gwallhuñvre. Ar vuhez a seblant bezañ ur c’hevrin ne c’hallont ket diluziañ, evel ur milendall n’eus ket tu da guitaat.

E-touez temoù Kafka emañ an digenvez, an huñvreoù, spontoù ha kemplezioù. Ken kollet hag e dudennoù eo Yann Lenner.

Ken dibar eo aergelc’h e skridoù ken ez eus bet savet un anv-gwan diwarno : kafkaian an hini eo. Talvezout a ra evit kement tra diskiant, diboell, luziet ha dibosubl da veizañ.

Dorn ar skrivagner

kemmañ

Gant spisted ec’h implije Kafka an alamaneg. Ur c’hemm bras a zo etre an implij-se ha neuz iskis ar bedoù bet ijinet gantañ, a denn da huñvreoù peurliesañ. Setu perak e vez gwelet evel un diaraoger dreistrealour. Merket eo ivez e yezh gant stad an alamaneg e Praha (ur yezh skrivet oa dreist-holl, implijet gant nebeut a dud) hag e stummadur war ar gwir. Levezonet eo bet gant ar yideg ivez. Ma n’eo ket stank an anvioù-gwan e skridoù Kafka e kaver kalz a stagelloù enno : ma, neuze, daoust ma ha met. Ganto e tiskouez da Yann Lenner ez eus meur a zibab en e destennoù. Peurliesañ ez eo gwall vihan an diforc’h etre ar pezh a lavar an tudennoù hag ar pezh a lavar an danevellour, ar pezh a greñva c’hoazh an aergelc’h huñvre a gaver en e skridoù, enno mesket ar fedoù gwir ha diwir, ar barnadennoù hag ar prederiadennoù. Yann Lenner en em gav neuze bac’het e empenn an dudenn bennañ, met santout a ra war un dro ez eo disheñvel an traoù diouzh ar pezh a sant.

Oberennoù pennañ

kemmañ
  • Ein Damenbrevier (1909)
  • Gespräch mit dem Beter (1909)
  • Gespräch mit dem Betrunkenen (1909)
  • Die Aeroplane in Brescia (1909)
  • Großer Lärm (1912)
  • Betrachtung (1913)
  • Das Urteil (1913)
  • Der Heizer (1913; pennad kentañ e romant diachu "Der Verschollene")
  • Die Verwandlung (1915), troet e brezhoneg gant Yann Talbot, embannet e 2009 gant an titl An Treuzstummadur (emb. Al Lanv)
  • Vor dem Gesetz (1915; darn eus e romant diachu Der Process)
  • Der Mord (1918)
  • In der Strafkolonie (1919)
  • Ein Landarzt (1919)
  • Der Kübelreiter (1921)
  • Ein Hungerkünstler (1922)
Embannadurioù dalif
  • Beschreibung eines Kampfes (1904–1905)
  • Hochzeitsvorbereitungen auf dem Lande (1907–1908)
  • Der Dorfschullehrer (1914–1915)
  • Blumfeld, ein älterer Junggeselle (1915)
  • Der Gruftwächter (1916–1917)
  • Eine Kreuzung (1917)
  • Der Jäger Gracchus (1917; Titr an oberenn ijinet gant Max Brod)
  • Beim Bau der Chinesischen Mauer (1917)
  • Eine alltägliche Verwirrung (1917; Titr gant Brod)
  • Brief an den Vater (1919)
  • Heimkehr (1920; Titr gant Brod)
  • Das Stadtwappen (1920; Titr gant Brod)
  • Kleine Fabel (1920; Titr gant Brod)
  • Forschungen eines Hundes (1922; Titr gant Brod)
  • Das Ehepaar (1922)
  • Der Bau (1923–1924; Titr gant Brod)
  • Der Prozess (1925) (Ar Prosez)
  • Das Schloss (1926)(Ar C'hastell)
  • Amerika (1927)

E brezhoneg

kemmañ
  • Distro d'ar gêr (Danevell) in Al Liamm nn 280 (troet gant Anke Simon)
  • Ur medisin a-ziwar ar maez (Danevell) in Al Liamm nn 294 (troet gant Thierry Fohanno)
  • Ar varnidigezh (Danevell) in Al Liamm nn 306 (troet gant Thierry Fohanno)
  • Skoet e vez ouzh ar porrastel (Danevell) in Al Liamm nn 307 (troet gant Herve Gouedard)
  • An Treuzstummadur (Die Verwandlung), troet gant Yann Talbot, embannadurioù Al Lanv, 2009
  • Ar prosez (Der Prozess), troet gant Françoise Lermen, 2016[1]

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.