Ar C’hastell (titl orin alamanek : Das Schloß) a zo ur romant diechu bet skrivet gant Franz Kafka. Echuiñ a ra ar romant e-kreiz ur frazenn, hag ar skrivagner a chomas a-sav gant ar raktres 11 miz a-raok mervel. Embannet e voe evit ar wech kentañ e 1926. Er romant e tegouezh an haroz, Josef K e anv, en ur gêriadenn savet e-harz ur c’hastell. An istor a gont ar strivoù divent a rank Josef K ober evit dont a-benn da ober e labour. Meur a zisplegadenn a zo : ur vetaforenn eus mont en-dro ar stad hag ar melestradur a c’hallfe bezañ. Tud all a soñj ez eo kentoc’h usvedel an istor : ar c’hastell a zo evel ar baradoz, hag emañ Josef K er purgator. Ar milendall melestradurel a c’hell bezañ ivez un arouez eus ar c’hemmesk psikologel a gaver en holl dud.

Golo embannadur 1926

LIamm diavaez kemmañ