Lanvilin
Lanvilin a zo ur gumun eus Treger en Aodoù-an-Arvor, e Breizh.
Lanvilin | ||
---|---|---|
![]() Chapel ar Sal. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Lanmérin | |
Bro istorel | Bro-Dreger | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Lannuon | |
Kanton | Landreger | |
Kod kumun | 22110 | |
Kod post | 22300 | |
Maer Amzer gefridi | Jacques Goisnard 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Lannuon-Treger Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Treger ha Goueloù | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 601 ann. (2019)[1] | |
Stankter | 145 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 45 m bihanañ 27 m — brasañ 75 m | |
Gorread | 4,15 km² | |
kemmañ ![]() |
DouaroniezhAozañ
Lanvilin en eus ar Gindi war e lez a reter.
Lanvilin en em gav war un hent roman eus ar Roc'h-Derrien da Lannuon.
Kumunioù amezek :
AnvAozañ
Bernard Tanguy : Lanmelin, fin xivvet, Lanmerin 1437, Lanmelin 1444, 1481
Ogée (1780) : Lanmerin
Marteville & Varin (1843) : Lanmérin
IstorAozañ
XVIIIvet kantvedAozañ
1780. Ogée.
Lanmerin: 4 lev 3/4 kornog-mervent eus Landreger; 30 lev 3/4 eus Roazhon, hag 1 lev 3/4 eus Lannuon, e isdileuriadur hag e beli. 450 sakramantad ez eus enni. Entremar eo ti ar c'hure. He douar, goloet ha leun a duchennigoù, a zo troc'het gant gwazhioù-dour ha douret gant rinier Landreger (*). Douar mat tre ez eus enni, kalz a lanneier, ha tiez uhel Kerantoupet, Keralioù, Ginan, hag ar Sal
(*) = ar Gindi
Hervez Marteville & Varin (1843) : E 1695, ne oa ket er parrez se douar nobl ebet.
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 23 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 5,27 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
Eil Brezel-bedAozañ
- Mervel a reas un den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[2].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
Iliz sant MerinAozañ
Bet savet e-kerzh XVIIvet kantved; adsavet evit ul lodenn etre 1914 ha 1921
DiavezAozañ
DiabarzhAozañ
Chapel Sant Jerom ar SalAozañ
Savet e 1535. Enrollet ar 24 a viz Du 1930. Pardon d'an 15 Eost.
DiavezAozañ
DiabarzhAozañ
Monumant ar re varvAozañ
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
LevroniezhAozañ
- Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, dédié à la Nation bretonne. 1780
- A. Marteville & P. Varin : kendalc'herien ha reizherien Ogée. Molliex, Libraire-Editeur, rue royale, Rennes, 1843. Adembannet gant Editions Régionales de l'Ouest. Mayenne. 1993
- Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992