Kemperven
Kemperven | ||
---|---|---|
Iliz katolik Sant Herve. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Quemperven | |
Bro istorel | Bro-Dreger | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Lannuon | |
Kanton | ar Roc'h-Derrien (betek 2015) Bear (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 22257 | |
Kod post | 22450 | |
Maer Amzer gefridi | Philippe Weisse 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Lannuon-Treger Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Treger-Goueloù | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 381 ann. (2019)[1] | |
Stankter | 50 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 60 m bihanañ 28 m — brasañ 93 m | |
Gorread | 7,69 km² | |
kemmañ ![]() |
Kemperven (distaget: [kɛmˈpɛrvɛn]) a zo ur gumun eus Bro-Dreger, e Breizh, e departamant Aodoù-an-Arvor.
DouaroniezhAozañ
- Treuzet eo ar gumun gant ar stêr Gindi.
Kumunioù amezek
AñvAozañ
- Régis de Saint-Jouan (1990) : Kemperven, 1330; Kamperven, 1426. Camperven, 1505; Quemperven, 1554
- Bernard Tanguy (1992) : Kemperven, 1330; Camperven, fin XIV; Kamperven, 1426; Quemperguen, 1486; Quemperven, 1554.
diwar Kember = etre daou dour + * -ven (gwenn ? diasur)
IstorAozañ
XVIIIvet kantvedAozañ
- Miz Gwengolo 1792 : emsavadeg a enep ar veleien touet, asamblez gant tud Rospezh, Langoad, Prad, Kawan, Tonkedeg, Mantallod, Trezeni, Kamlez. Tagadenn war Lannuon, difennet gant ar Republikaned. An emsavaderien, kouerien evit ar vrasañ, a zo lakaet war dec'h. Un den lazhet, pewar all gloazhet, ur plac'h en o mesk. Unan a zo bet kondaonet ar 26 Mezheven 1793 (ne ouzer ker da betra, pe marv pe all). Unan all a zo kondaonet d'ar verzheridigezh anvet "la gêne". (cf. Benjamin Jollivet)
XXvet kantvedAozañ
BrezelioùAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 41 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 6,16 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
Eil Brezel-bedAozañ
- Mervel a reas pevar den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[2].
TrevadennoùAozañ
- Sav-Heol: ur milour a varvas e 1923.
- Brezel Indez-Sina: ur milour a varvas e 1952.
- Brezel Aljeria: ur milour a varvas e 1959.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
Moudenn ar SaozonAozañ
Iliz katolik Sant HerveAozañ
XVIvet Kantved - XVIIvet kantved Bet enrollet ar 28 Ebrel 1964 (cf R. de St Jouan)
DiavezAozañ
DiabarzhAozañ
Monumant ar re varvAozañ
KroazioùAozañ
Ul levrig a zo bet savet diwar-benn kalvarioù ha kroazioù Kemperven gant Jean-Baptiste Lintanf ha Wolfgang Lörcher, e 2007. (e galleg)
13 skeudenn, gant tresadennoù ha muzulioù.
Skeudennoù da zont.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1954Aozañ
Niver a annezidi

BrezhonegAozañ
- D’ar 7 a viz Gouere 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun
- Ar mikro-magouri "Ti-Choutig" he deus sinet Live 1 karta Divskouarn.
MelestradurezhAozañ
TudAozañ
- Dom Maodez ar C'hozhaned (1666-1720) lesanvet “ar sant”, interet eno, beleg, lakaet burzhudoù war e anv
Bet ganet e Kervot e Langoad al lun 8 a viz Du 1666, ha badezet an deiz war lec'h. Kloerdi e 1699; beleg e 1693. Staget ouzh Lanvilin e 1699, ouzh Kawan Kaouenneg e 1706, Gurunhuel e 1708. En dro da Langoad e 1712, kent en em stagañ da vat ouzh Kemperven, evel prezegenner, adalek miz Here 1717. Aet da Anaon en e barez Kemperven ar 25 Gouere 1720. Kalz a birc'hirin a zo bet war e bez betek 1875. (hervez P.F-M Henry). (cf R. de St Jouan & Jean Le Grand)
Ardamezeg ar familhoùAozañ
Michel
Aotrounez ar Gozker |
En argant e benn Morian en sabel, talwedek en argant | |
Hengoun ar vroAozañ
Liammoù diavaezAozañ
Notennoù ha daveoùAozañ
LevrlennadurAozañ
- Benjamin Jollivet : Monographies des villes et villages de France. Côtes-du-Nord. Arrondissements de Lannion et Loudéac Volume IV. 1859. Adembannet gant Rassorts Lorisse. 2002.
- P. F.-M. HENRY : Dom Maudez-René Le Cozannet. 1924
- Régis de SAINT-JOUAN : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. 1990.
- Bernard TANGUY : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes-d'Armor. Chasse-Marée - Ar Men. 1992
- Jean MAGUER : Kanton ar Roc'h. Petite histoire du canton de La Roche-Derrien. Lannion. 1999.
- Jean LE GRAND : De la terre à la source. Kevredigezh Vivre à Langoat. 2002
- Jean-Baptiste LINTANF & Wolfgang LORCHER : Les calvaires de QUEMPERVEN. Neckar-Verlag. 2007