An Tonkin skrivet ivez Tongkin pe Tongking a-wechoùigoù (vietnameg Bắc Bộ (北圻), a dalvez harzoù an norzh), a reer eus ar vro e lodenn norshañ Viêt Nam, e su proviñsoù sinaat ar Yunnan ha Guangxi, er reter da Laos hag er c'hornôg da pleg-mor an Tonkin. Treuzet m'eo gant delta strujus ar stêr Ruz eo uhel ar gounid riz enni.

Tonkin
ranndir, melestradurezh tiriadel
StadViêt Nam Kemmañ
Kêr-bennHa Noi Kemmañ
Daveennoù douaroniel21°0′0″N 106°0′0″E Kemmañ
Map

Kêr Ha Noi eo bet kêr-benn an Tonkin sinaat abaoe ar VIIvet kantved; d'ar mare-se e veze anavezet dre an anv sinaek 東京 (sinalunioù a vije distaget dongjing e mandarineg hiziv), hag a dalvez kêr-benn ar reter. Alese e teu an termen a-vremañ Tonkin. Gant an hevelep lunioù e reer hiziv, tre ha tre, evit skrivañ anv kêr Tōkyō, dezhi an hevelep talvoudegezh e sinaeg hag e japaneg. Graet ez eus bet gant an anv sinaek Jiāozhǐ (交趾) ivez gwechall gozh evit ober anv eus rann norzh Viêt Nam.

Goude ar brezel gall-ha-sinaat (18841885) e voe aloubet an Tonkin hag an Annam gant ar C'hallaoued a reas gant anv vietnamek ar gêr-benn evit envel ar vro a-bezh. An trede lodenn eus Viêt Nam bet preizhet gant ar C'hallaoued a oa Kochinsina er su.

Implijoù all

kemmañ

Graet e vez gant an anv-gwan spisaat latinekaet tonkinensis er rummatadur daouanv (taksonomiezh) implijet evit deskrivañ ar spesadoù kavet en tonkin, anvioù gwez dreist-holl. Da skouer : Cornus hongkongensis tonkinensis [1] a reer eus un isspesad gwez padus pe ur vod eus ar c'herentiad koad ki a gaver e Hong Kong peurliesañ.


Anv ur ganaouenn gant ar c'haner gall Vincent Scotto, eus 1906, a zo hec'h anv "La petite Tonkinoise".


Linenn Tonkin a reer eus ul linenn hent-houarn a liamm kêrioù Saint-Maurice (Suis), da Jeneva, en ur dremen dre Evian-les-Bains ha Thonon-les-Bains (Frañs). En-dro ez a al linenn kostez Suis met dilezet-mik eus tu Frañs etre Saint-Gingolph hag Evian-les-Bains.