Impalaeriezh trevadennel Frañs

Impalaeriezh trevadennel Frañs (Empire colonial français e galleg) eo hollad an tiriadoù e-maez Europa hag a oa e dalc'h ar Frañs eus ar XVIIvet kantved betek ar bloavezhioù 1960. An impalaeriezh trevadennel-se a oa unan eus ar re vrasañ er bed, a-gevret gant Impalaeriezh trevadennel Breizh-Veur, Impalaeriezh Rusia, hini Spagn, an Impalaeriezh Otoman hag an Impalaeriezh Qing. Betek 24,000,000 km² a zouaroù a oa dalc'het ganti pa oa en he bog er bloavezhioù 1920 ha 1930, ar pezh a rae 17.8% eus douaroù ar bed ma konter Frañs Europa e-barzh. Skignet eo bet kalz ar galleg gant an Impalaeriezh-se, koulz ha yezhoù trevadenniñ all evel ar saozneg, ar spagnoleg pe ar portugaleg bet kaset war-raok gant an impalaeriezhioù all.

Impalaeriezh trevadennel Frañs
bro istorel
Iskevrennad eusTrevadenn Kemmañ
Deiziad krouiñ1534 Kemmañ
Yezh ofisielgalleg Kemmañ
Kan broadelLa Marseillaise Kemmañ
KevandirNorzhamerika, Suamerika, Afrika, Azia Kemmañ
StadBro-C'hall Kemmañ
Kêr-bennPariz Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°51′0″N 2°21′0″W Kemmañ
MoneizFrench franc Kemmañ
Erlec'hiañ a raQ25392189 Kemmañ
Deiziad divodañ1980 Kemmañ
Map


Kartenn vev hag a ziskouez kresk ha digresk Kentañ hag Eil Impaelaeriezh trevadennel Frañs

Un diforc'h a vez graet etre ar "C'hentañ impaleriezh trevadenn C'hall", a oa bet anezhañ betek 1814, d'an ampoent e oa bet kollet pe gwerzhet an darn, hag an "Eil impalaeriezh C'hall", a oa kroget gant aloubadeg Aljer e 1830.

Ar frañs a oa kroget da sevel trevadennoù en Amerikaoù, ar C'harib, India er XVIvet kantved met kollet e oa bet un darn goude bezañ trec'het er Brezel Seizh Vloaz. An tiriadoù dalc'het en Norzhamerika a oa bet kollet d'ar Rouantelezh-Unanet ha da Vro-Spagn, met goude-se e oa bet rentet Louisiana da Vro-C'hall e 1800.