Polinezia C'hall

(Adkaset eus Polinezia c'hall)

Polinezia C'hall[1],[2] pe Polinezia Frañs(Daveoù a vank) (Polynésie française e galleg, Pōrīnetia Farāni e tahitieg) a zo ur vro tramor eus Republik Frañs, lec'hiet e gevred ar Meurvor Habask. Papeete, e Tahiti, eo ar gêr-benn anezhi.

D'ar 17 a viz Mae 2013 e oa bet votet ur ratozhiad gant Bodadeg Veur ar Broadoù-Unanet evit lakaat Polinezia C'hall war roll an tiriadoù da vezañ didrevadennet.

An inizi pennañ

kemmañ

130 enezenn bennak a zo en holl, ha 5 rann bennañ a ya d'ober ar strollegezh :

  • Inizi Markiz (Îles Marquises e galleg ; Te Fenua ‘Enata pe Te Henua Kenana e yezhoù ar vro),
  • Inizi Tuamotu (Îles Tuamotu pe Archipel des Tuamotu e galleg ; Tūāmotu mā e tahitieg),
  • Inizi Gambier (Îles Gambier e galleg ; Te ta’amotu nō Ma’areva mā e tahitieg),
  • Inizi ar Gevredigezh (Archipel de la Société e galleg ; Te fenua Tōtaiete mā e tahitieg), isrannet gant an Inizi Dindan an Avel hag an Inizi en Avel,
  • Inizi Aostral (Îles Australes e galleg ; Tuha’a pae mā e tahitieg).

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Roll anvioù divoutin o tennañ d'an douaroniezh, Geriadur brezhoneg An Here, An Here, 2001, p. 1432
  2. KêrOfis Ofis Publik ar Brezhoneg [1].

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.