Papoua-Ginea Nevez, berraet ivez e PNG, diouzh hec'h anv ofisiel Stad dizalc'h Papoua-Ginea Nevez, a zo ur riez eus Oseania diazezet en hanterenn reter enez Ginea Nevez hag un toullad brav a inizi evel Inizi Salomon an Norzh (Bougainville), Preden-Nevez, Iwerzhon-Nevez. Deuet eo da vezañ dizalc'h e 1975.

Papua New Guinea
Papua Niugini
Banniel PNG
Banniel

Lec'hiadur Papoua Ginea-Nevez
Kan broadel O Arise, All You Sons
Ger-stur '"Unanded el liested"
Yezhoù ofisiel Saozneg
Tok Pisin
Hirimotoueg
Kêr-benn Port Moresby
(Pot Mosbi)
Gorread
-En holl
-% dour

462 840 km²
2%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

5 887 000 (2005)
11/km²
Riegez Charlez III
Kentañ ministr James Marape
Gouel broadel Bob Dadae
Moneiz Kina (PGK)
Kod pellgomz 675
Kod war ar Genrouedad .pg

Aozadur melestradurel

kemmañ

Ur stad unanel e tlefe bezañ bet Papoua Ginea-Nevez da gentañ. E 1975, avat, e voe un emsavidigezh en enez Bougainville hag aon ez eus bet gant ar gouarnamant ez aje kuit ar broviñs-se a oa hini binvidikañ er vro. Pouezus-bras e oa mengleuzioù Bougainville evit armerzh ar vro nevez ha kalz paouroc'h e vije bet ma vije digevredet Bougainville. D'en em ziwall diouzh an dra-se ec'h aozas ar gouarnamant kreiz un doare gouarnamant proviñsel evit ar broviñs-mañ ha neuze evit an 18 arall.

  1. Central
  2. Chimbu (Simbu)
  3. Eastern Highlands
  4. Breizh-Nevez ar Reter
  5. East Sepik
  6. Enga
  7. Gulf
  8. Madang
  9. Manus
  10. Milne Bay
  1. Morobe
  2. Iwerzhon-Nevez
  3. Northern (Proviñs Oro)
  4. Bougainville (North Solomons)
  5. Southern Highlands
  6. Western Province (Fly)
  7. Western Highlands
  8. Breizh-Nevez ar C'hornôg
  9. West Sepik (Sandaun)
  10. Distrig ar Gêr-benn Vroadel
 
Proviñsoù Papoua Ginea-Nevez