Hirimotoueg
yezh
Unan eus yezhoù ofisiel Papoua-Ginea Nevez eo an hirimotoueg (pe hiri motu). Ur yezh pidjinek (pidgin) an hini eo, diazezet war ar motoueg, met ken disheñvel eo deuet da vezañ, dreist-holl e-keñver ar fonologiezh, diouzh ar yezh-orin-se ma ne deu ket a-benn ar votouegerion da gompren an hirimotoueg daoust d'ar gerioù boutin kenetreze.