Saint Kitts ha Nevis

Saint Kitts ha Nevis (Saint Kitts and Nevis e saozneg) zo ur stad kevredet en Antilhez Bihanañ, er Mor Karib, hag enni div enezenn tostik an eil ouzh eben: Saint Kitts ha Nevis. Anavezet eo he daou anv saoznek: The Federation of Saint Kitts and Nevis koulz ha The Federation of Saint Christopher and Nevis. Ar vroad vihanañ en Amerika eo, ken dre he gorread ken dre he foblañs.

Saint Kitts & Nevis
Banniel Saint Kitts ha Nevis
17°18′N 62°44′W

Saint Kitts ha Nevis rannet dre barrezioù

E Saint Kitts, ar vrasañ ag an div enezenn, emañ Basseterre, kêr-benn ar stad kevredet. Nemet 3 km anezhi emañ Nevis, en tu all d'ur strizh-mor anvet "The Narrows". Un amzer zo bet e oa Anguilla er stad kevredet a oa anvet neuze Saint Christopher-Nevis-Anguilla.

Pelloc'h er gwalarn emañ inizi Sint Eustatius, Saba, Saint-Barthélemy, ha Sint Maarten. Er biz hag er reter emañ Antigua ha Barbuda, hag er gevred Redonda ha Montserrat, gant he menez-tan, La Soufrière.

Istor kemmañ

Saint Kitts and Nevis a oa an inizi kentañ er Mor Karib da vezañ tudet gant Europiz.

Lavaret e vez eo ar vro vihanañ er bed ma'z eus c'hoarvezet kevezadeg ur C'hib ar Bed abaoe Kib ar C'hriked e 2007.