Sant Kitts
(Adkaset eus Saint Kitts)
Sant-Kristof pe Saint Kitts (saozneg : Saint Kitts pe Saint Christopher Island) zo un enezenn eus an Antilhez Bihanañ. Er c'huzh-heol dezhi emañ ar Mor Karib, er sav-heol ar Meurvor Atlantel. Unanet eo gant Nevis en ur stad, hag a zo anvet Saint Kitts ha Nevis.
Istor
kemmañKristol Goulm eo an Europad kentañ a yeas war Sant-Kristof, e-ser e eil beaj, e 1493. Reiñ a reas an anv « San Cristóbal » d’an enez. Da heul e voe anvet « Saint-Christophe » gant an drevidien c'hall ha « Saint-Christopher » gant ar re saoz. Nevesoc'h e voe savet an anv-bihanaat « Saint-Kitts » e saozneg.
Skeudennoù
kemmañ-
Ledenez ar gevred. En tu kleiz e weler Nevis.
-
Ur pesk eus ar morioù tro-dro