Antilhez Bihanañ
An Antilhez Bihanañ pe Inizi Karib, zo darn eus an Antilhez, an darn all o vezañ an Antilhez Brasañ hag ar Bahamas. Ober a reont evel un aradennad a'n em astenn adalek Puerto Rico betek Trinidad, tostik da aod Venezuela, ha dispartiañ a reont ar Mor Karib diouzh ar Meurvor Atlantel.
Inizi
kemmañAr re bouezusañ eus an Antilhez Bihanañ eo ar re-mañ, eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz:
- Inizi Gwerc'h ar Stadoù-Unanet:
- Inizi Gwerc'h Breizh-Veur:
- Anguilla (Rouantelezh-Unanet)
- Saint Martin/Sint Maarten (rannet etre Frañs hag an Izelvroioù)
- Saint-Barthélemy a zo da Vro-C'hall
- Saba a zo d'an Izelvroioù
- Sint Eustatius ivez.
- Sant Kitts
- Nevis
- Barbuda
- Antigua
- Redonda
- Enez Montserrat, perc'hennet gant ar Rouantelezh Unanet
- inizi perc'hennet gant Bro-C'hall:
Trinidad ha Tobago (lakaet dre fazi a-wechoù e-touez Inizi an Avel)[1]
Antilhez an Dizavel – inizi en hanternoz da Venezuela, eus a gornôg da reter:
- Aruba
- Curaçao
- Bonaire, o-zeir d'an Izelvroioù,
- Margarita Island
- Coche
- Cubagua, o-zeir da Venezuela
- Enezeg Venezuela
Notennoù
kemmañ- ↑ Cohen, Saul B., ed. "West Indies" The Columbia Gazetteer of North America. New York: Columbia University Press – Bartleby. Accessed: 19 September 2006
Levrlennadur
kemmañ- Rogonzinski, Jan. A Brief History of the Caribbean. New York: Facts on File, 1992.