Enez Montserrat
Montserrat zo un tiriad tramor eus ar Rouantelezh-Unanet er gevred da bPuerto Rico, er Mor Karib.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/07/Montserrat_map_-_CIA_World_Factbook_2021.jpg/220px-Montserrat_map_-_CIA_World_Factbook_2021.jpg)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/d0/Flag_of_Montserrat.svg/220px-Flag_of_Montserrat.svg.png)
Bez' ez eo unan eus an Inizi Dindanavel, a zo un darn eus an Antilhez Bihanañ, er mervent da Antigua hag er gwalarn da Wadeloup. Dont a ra an anv (evel hini Gwadeloup, ha Nevis) eus unan eus anvioù ar Werc'hez Vari, hag amañ hini Menez Montserrat tost da vBarcelona. Plymouth eo ar gêr-benn met distrujet eo bet e 1997 gant ar menez-tan Soufrière ha dilezet. Dilec'hiet eo bet ar gouarnamant hag an ensavadurioù, da c'hortoz, da gêr Brades.