Montserrat (menez)
menez e Spagn
(Adkaset eus Menez Montserrat)
Ur pennad Montserrat zo ivez.
Monserrat zo un tolzad menezioù e Katalonia, un 60 km bennak eus Barcelona. Rannet eo etre komarkoù Bages, Anoia ha Baix Llobregat.
Brudet eo ar manati, manati Montserrat, ha Santa Maria de Montserrat, ar Werc'hez enoret ennañ, Gwerc'hez Monserrat, diwallerez Katalonia. Un arouez broadel eo ar menez.
Hervez ar vojenn eo eno emañ Graal santel marc'heien an Daol Grenn.
Gerdarzh
kemmañTalvezout a ra an anv kement ha "menez" + "serrat", da lavarout eo "menez dantek". Dont a ra eus stumm ar reier, gwelet a bell.
Kern ar menez
kemmañSant Jeroni (Sant Jerom) eo anv kern ar menez. Di ez eer dre wenodennoù. 1 236 m a uhelder dezhañ.
Anv-badez
kemmañRoet e vez an anv "Montserrat" evel anv-badez, ha graet e vez Mont, Montse, Muntsa, Serrat pe Rat, eus an dud.
Pennad kar
kemmañ- Enez Montserrat, er Mor Karib, anvet diwar anv ar menez, en eñvor d'ar Werc'hez ac'haleno.
Skeudennoù
kemmañ-
Gwelet eus Manresa
-
Moned en iliz
-
"Biz Doue"
-
A-uc'h Montserrat
-
Ar menez
-
Itron Varia v-Montserrat
-
An aradennad
-
Ar manati