Menez
Gant ar ger Menez e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Menez (disheñvelout).
Ur menez a zo ur stumm douarel a sav e dolzenn uheloc'h eget al leur en un takad bennak. Bez' ez eus menezioù war 24% eus gorread an Douar (52% eus hini Azia, 36% eus hini Norzhamerika, 22% eus hini Suamerika, 17% hini eus Europa). Un den diwar 10 zo annezet er menezioù (graet e vez menezidi anezho). Ar stêrioù pennañ zo lec'hiet o mammennoù er menezioù peurvuiañ, ken e teu an hanter eus an dour evit an dud eus ar menezioù.
menez
Iskevrennad eus | elevation ![]() |
---|---|
Rann eus | Aradennad venezioù ![]() |
Studiet gant | geomorphology ![]() |
Roll elfennoù | list of mountains ![]() |
Model item | Menez Everest, K2, Table Mountain, Matterhorn, Olimpos ![]() |
Arouezenn Unicode | ⛰, 🏔, ⛰️ ![]() |
Category for the view from the item | Category:Views from mountains ![]() |
Category for the view of the item | Category:Views of mountains ![]() |

Uhelder ar menezioù kemmañ
Jedet e vez uhelder ar menezioù dre vuzuliañ an diforc'h etre live ar mor ha live o leinoù.
Ar menez uhelañ war zouar eo Menez Everest, dezhañ 8 848 m e uhelder ha lec'hiet en aradennad-venezioù ledanañ er bed.
Gallout a reer klask rekordoù uhelder all:
- Ar menez pellañ eus kreizenn an Douar eo ar Chimborazo, rak bolzennet eo an Douar a-hed ar C'heheder. Ha koulskoude gant 6 272 m, n'eo ket al lein uhelañ en e aradennad-venezioù, an Andoù. Hag evit gwir emañ an Everest tostoc'h da greizenn an Douar (un diforc'h 2 150 m a zo kenetrezo)
- Al lein a zo an hini pellañ eus e ziaz eo ar menez-tan Mauna Kea, hemañ 9 000 m a-us da foñs ar Meurvor Habask m'eo staliet warnañ.
- Ar menez uhelañ er sistem heolel eo Mons Olympos war Meurzh, dezhañ 26 km a uhelder.