Meurzh (Mars e latin) eo pevare planedenn sistem an Heol hag an eil vihanañ goude Merc'her. Meurzh zo dezhi div loarenn : Deimos ha Phobos.

Meurzh ♂
Skeudenn : sontenn Viking 1 Orbiter
Doareennoù orbitel
skin krenn 227 936 637 km
1,523 662 31 ua
Trohed orbitel 1,429 Tm
9,553 ua
Ezkreizegezh an orbitenn 0,093 412 33
Periodenn revolusion
siderel
686,9601 d
1 a 321 d 17,04 h
Periodenn sinodek 779,9643 d
Tizh orbitel krenn 24,077 km/s
Anklinadur 1,850 61°
Loarioù naturel 2, Phobos Deimos
Doareennoù fizikel
Diametr kehederel 6 804,9 km
Diametr polel 6 754,8 km
Platadur 0,007 36
Gorread 1,448 x 108 km²
Volum 1,638 x 1011 km³
Mas 6,4185 x 1023 kg
Mas volumek krenn 3,934 x 103 kg/m³
Gravitadur war-c’horre 3,69 m/s²
Tizh achap 5,027 km/s
Periodenn droiel 1,025 957 d
24,622 962 h
Tizh troiel
(war ar c’heheder)
868,22 km/h
Anklinadur an ahel 25,19°
Albedo 0,15
Temperadur war-c’horre
izelañ krenn uhelañ
133 K 210 K 293 K
Doareennoù an atmosferenn
Gwask atmosferek 0,7-0,9 kPa
Dioksidenn garbon 95,32 %
nitrogen 2,7 %
Argon 1,6 %
oksigen 0,13 %
Monoksidenn garbon 0,07 %
Aezhenn dour 0,03 %
Neon
Kripton
Ksenon
Ozon
Metan
eskennoù

Abalamour d’he liv ruz e oa bet roet dezhi, da vare an Henamzer, anv doue gresian ar brezel Ares, ha goude hini e bar roman Mars. Hirie an deiz e vez graet "ar blanedenn ruz" anezhi ivez.

Simbol astronomek Meurzh zo ur c’helc’h gant ur saezh troet etrezek ar biz (♂), skeudenn skoed ha speg an doue.
Ar rakger areo- a ra dave da Vars da skouer : areokroazier, areologiezh...

Doareennoù fizikel

kemmañ

Dont a ra he liv damruz eus an oksidenn houarn a zo e mineralioù he douar. Talvezout a ra he gorread kement hag ur c’hard eus hini an Douar hag he mas kement hag un dekvedenn eus hini an Douar. N’eus mor ebet warni, ar pezh a laka anezhi da gaout kazimant ar memes gorread a zouaroù sec’h ha gorread douaroù divor an Douar.
Mars zo dezhi div loarenn, Phobos ha Deimos : bihan int o-div gant furmoù direoliek ; moarvat ec’h int asteroidoù bet trapet gant ar blanedenn.
Div dogenn bolel he deus, graet gant dour skorn ha dioksidenn garbon.
Bez’ he deus ivez menezioù-tan evel Olympus Mons, Arsia Mons, Ascraeus Mons, Pavonis Mons, Elysium Mons, Albor Tholus, Hecates Tholus hag all. Ar menez Olympus (Olympus Mons), 27 km uhelder a-us da live etre ar blanedenn, eo an uhelañ menez anavezet e sistem an Heol.

An atmosferenn

kemmañ

Tanav-tre eo atmosferenn Meurzh : n’eus ken nemet 7,5 millibar a wask aer war gorre ar blanedenn, da geñveriañ gant 1 013 millibar war an Douar. En hec'h atmosferenn ez eus 95% a zioksidenn garbon, 2,7% a nitrogen, 1,6% a argon hag eskennoù aezhenn dour (0,3%) hag oksigen (0,13%). Nevez ’zo he deus detektet ar sontenn european Mars Express metan en atmosferenn ar blanedenn[1]. Ar gaz-mañ en em gav e zonennoù el lec’h ma kaver ivez muioc’h a aezhenn dour : gallout a rafe bezañ sin un doare buhez dindan gorre Meurzh.

An torosennadur

kemmañ

A-drugarez d’ar misionoù difurchal ec’h anavezer mat a-walc’h kartografiezh Mars. Doareet eo gant pezhioù torosennadurioù : diskouez a reont ez eus un aktivelezh volkanek hag e oa dour gwechall war ar blanedenn.

Kalz a gemm zo etre an div hemisferenn : an hini norzh zo an darn vrasañ diouti dindan live etre ar gorre, nemet ur bladenn uhel-tre anvet Tharsis ; a-gontrelfed, an hini su zo he douaroù uheloc’h eget al live etre. Neuze, ma vije terraformet Meurzh dre adkrouiñ morioù, e vefe ur pezh mell mor en hemisferenn norzh, gant ar bladenn Tharsis evel douar diveuz ; an hemisferenn su a vefe-hi ur c’hevandir bras.

Evezhiet 'z eus bet ivez kaniennoù ledan ha don (ispisialamant Valles Marineris), ganet diwar aktivelezh tektonikel Meuzh. E 2005 ez eus bet evezhiet gant ar sontenn Mars Global Surveyor kemmoù war ar gorre ha na oa ket dioute en 2002, evel rigolennoù ha roudoù reier diruilhet a-hed ur run. Gallout a rafe ar cheñchamantoù-se dont diwar grenamantoù Meurzh. Sinoù zo, evel gouelezennoù hag aspadennoù aodoù ha stêrioù dour disec’het, hag a ziskouez ez eus bet kalz dour hag un aktivelezh hidrologel a-bouez war Veurzh. N’ouvezer ket petra eo deuet an dour-se da vezañ : gallout a rafe bezañ trapet en togennoù polel, e-barzh an douar ; moarvat ivez ez eo diaazehennet er spas rak tanav eo an atmosferenn ha kalz disteroc’h eo ar gravitadur eget hini an Douar.

Difurch

kemmañ
 
Meurzh, 2001, gwel eus an togennoù skorn polel.
  • D’an 28 a viz Du 1964 e nijas ar sontenn Mariner 4 a-us da Veurzh hag e kasas 21 foto.
  • D’an 20 a viz Gouere 1976 e voe ar sontenn amerikan Viking 1 ar c’hentañ spaslestr o leuriañ war Veurzh. Da c’houde e leurias Viking 2 d’an 3 a viz Gwengolo 1976. Gant an div sontenn-mañ oa bet tapet santilhonoù en douar, graet analizoù ha kemeret ouzhpenn 50 000 foto. Lakaet e oa bet modulioù gante war orbitenn en-dro da Veurzh evit treuzkas an titouroù etrezek an Douar.
  • D’ar 4 a viz Gouere 1997 e leurias ar sontenn Pathfinder war Veurzh, ganti er bourzh ar robot Sojourner. Mont-dont a reas ar robot-se en-dro d’ar sontenn evit analizañ ar vein.
  • D’ar 25 a viz Kerzu 2003 en em laka war orbitenn en-dro d’ar blanedenn ar sontenn Mars Express eus Ajañs spas Europa, tra ma tiskenn ar modul Beagle 2 war ar gorre. Met chomet eo mut ar modul goude bezañ leuriet. D’an 19 a viz Genver e kas Mars Express e glichedoù rezolvidigezh uhel kentañ eus gorre ar blanedenn.
  • D’an 3 a viz Genver 2004 e kas ar robot amerikan Spirit eus Mars Exploration Rover dimp e gentañ skeudennoù eus gorre ar c’hrater Gusev. Analizañ ra kompozision mein ha douar Meurzh. Leuriet en deus e foñs ur c’hrater bihan, 10 metr diametr dezhañ, bet graet gant ur meteorit kouezhet. Evel-se en deus gallet ar robot analizañ war-eeun ar roc'h-vamm diskuliet gant ar stok : prouet eo bet gant mikroskop Opportunity ec’h eo bet furmet ar roc’h-se e foñs dourioù sall ha trenk, yen-kenañ moarvat. Met dibosupl eo, hirie an deiz, lavaret hag-eñ e oa ur mor pe ul lenn.
  • D’ar 24 a viz Genver 2004 e kas ar robot amerikan Opportunity eus Mars Exploration Rover e gentañ skeudennoù eus gorre Meridiani Planum.
 
Gweledva Cahokia.
  • E miz Here 2004 e oa bet treuzkaset ouzhpenn 50 000 skeudenn etrezek an Douar gant an daou lab fiñvus Spirit hag Opportunity, e-kerzh o mision.
  • D’an 3 a viz Genver 2005 ec’h eo bet lidet deiz-ha-bloaz kentañ buhez labour ar robot difurcher Spirit war Veurzh gant ar skipailh e karg dioutañ. Ar memes tra a oa bet graet gant skipailh Opportunity d’ar 24 a viz Genver 2005.
 
Aveldro war Veurzh, tapet gant Spirit

Levrlennadur

kemmañ
  • Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-249-9, pp. 26-31.
  • Ar Mareoù, Odile Guérin (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-250-2, pp. 51-52.

Notennoù ha daveoù

kemmañ


Koskoriad an Heol
 
Planedennoù : Merc'herGwenerDouarMeurzhYaouSadornOuranNeizhan
Korrblanedennoù : CeresPloudon & C'haronErisMakemakeHaumeaQuaoar
Loarennoù pennañ : LoarPhobosDeimosIoEuropaGanymedeCallistoTitanTitaniaTriton
Traoù all : HeolGourizad asteroidennoùStered-lostekGourizad KuiperKoumoulennad OortDisk strewet
Gwelet ivez : Listennad adplanedennoù koskoriad an Heol - Listennad asteroidennoù koskoriad an Heol