23 Meurzh
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1536: ar roue Frañsez Iañ a ro kontelezh Penteür en-dro da Yann III de Brosse.
- 1919: en Italia eo savet al luskad faskour gant Benito Mussolini.
- 1964: embannet eo In His Own Write, kentañ levr John Lennon.
- 1970: krouidigezh Emsav an 23 a viz Meurzh (marksour-leninour) e Maroko.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1769 : William Smith, tad douarouriezh saoz.
- 1817 : Visant Roudaod, skrivagner brezhonek ha geriadurour brezhonek.
- 1881 : Roger Martin du Gard, skrivagner gall, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh.
- 1887 : Juan Gris, livour ha kizeller spagnol.
- 1905 : Paul Grimault, den a sinema gall.
- 1910 : Akira Kurosawa, filmaozer japanat.
- 1912 : Wernher von Braun, fizikour genidik eus Alamagn.
- 1931 : Viktor Kortchnoy, mestrc'hoarier echedoù suis.
- 1938 : Stefano Tatai, mestrc'hoarier echedoù italian.
- 1956 : José Manuel Durão Barroso, politikour eus Portugal, prezidant Kengor Europa.
- 1992 : Kyrie Irving
Marvioù
kemmañ- 1369 : Pedro Iañ Kastilha, rue Kastilha.
- 1555 : Jul III, pab.
- 1689 : Catherine de Francheville, leanez, diazezourez an tiez retred evit ar merc'hed.
- 1801 : Paol Iañ, impalaer Rusia.
- 1842 : Stendhal, skrivagner gall.
- 1891 : Joseph-Marie-Laurent Hillion, barner a beoc'h ha kuzulier kanton, kannad mirour en Aodoù-an-Hanternoz.
- 1910 : Nadar, luc'hskeudennour gall.
- 1956 : Frañsez Jaffrennou Taldir, skrivagner brezhonek.
- 1974 : Dante Pasqua, mestrc'hoarier ha skrivagnour echedoù italian.
- 1987 : Maurice Labro, filmaozer ha saver senario gall.
- 2014 : Adolfo Suárez, kentañ ministr Spagn.
- 2019 : Claude Besson, kaner ha soner breizhat.
Lidoù ha darvoudoù
kemmañ- Deiziadur henroman : X ante calendas Apriles / Tubilustrium; Nerinalia = X deiz kent In Ebrel / deiz da ober war dro netaat an trompilhioù; deiz gouestlet d'an doue Nerinus.
- Pakistan : Devezh ar Vro (Devezh ar Republik).
- Devezh ar veteorologiezh er bed.