In His Own Write

romant

In His Own Write a zo ul levr bet embannet gant John Lennon d'an 23 a viz Meurzh 1964, barzhonegoù, istorioù berr ha tresadennoù a-hed ar pevar-ugent pajennad anezhañ. Degemeret mat e oa bet gant ar skridvarnourien saoz hag anavezet mousfent ken abafaus an aozer d'an ampoent. Ar wech kentañ e oa d'un ezel eus ar strollad The Beatles sevel ur raktres e-unan, hep an tri all.

Golo In His Own Write gant John Lennon.

Diaes eo treiñ e brezhoneg ar c'hoari-gerioù a ya d'ober titl al levr-se :

  • « in his own write » hag a dalv kement ha bet dornskrivet gantañ (ar pezh a seblant bezañ anat evit ul levr a gaver tresadennoù ennañ)
  • « in his own right » hag a dalv kement hag en e wir.

Troet e oa bet En Flagrant Délire e galleg gant an azasaourez Christiane Rochefort hag embannet e 1965. War golo al levr e weler Lennon luc'hskeudennet gant Robert Freeman.

Un eil levr, A Spaniard In The Works an titl anezhañ, a oa bet embannet gant Lennon d'ar 24 a viz Mezheven 1965.