20 Meurzh
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An 20 a viz Meurzh eo 79vet devezh ar bloaz en deiziadur gregorian (80vet er bloavezhioù bizeost). Chom a ra 286 devezh betek fin ar bloaz.
Darvoudoù
kemmañ- 1602 : Kompagnunezh Indez ar Reter a zo savet gant an Izelvroioù.
- 1739 : Nadir Shah a aloub Delhi en India hag a lak en arigrap ar gêr.
- 1760 : "Tan-gwall Meur" Boston a zistruj 349 savadur.
- 1815 : Napoléon Bonaparte a ya tre e Pariz, goude bezañ tec'het eus enez Elba, ha war e lerc'h un arme a 140,000 den hag un 200,000 bennak soudard a youl-vat. Penn-kentañ ar C'hant Devezh eo.
- 1848 : ar roue Ludwig Iañ Bavaria a emzizalc'h diouzh e dron.
- 1852 : Harriet Beecher Stowe a embann he levr Uncle Tom's Cabin.
- 1856 : faezhet eo soudarded William Walker gant arme Costa Rica.
- 1883 : sinadur Emglev Pariz evit Difenn ar Berc'henniezh Industriel.
- 1899 : Martha M. Place a zeu da vezañ ar c'hentañ maouez lakaet d'ar marv war ur gador-dredan er Stadoù-Unanet.
- 1913 : Sung Chiao-jen, unan eus krouerien Strollad Broadelour China (KMT), a zo gloazet en ur striv da zrouklazhañ anezhañ. Mervel a ra daou zevezh diwezhatoc'h.
- 1916 : Albert Einstein a embann e deorienn ar geñveregezh.
- 1941 : krouidigezh ar gazetenn La Bretagne gant Yann Fouere.
- 1956 : Tunizia a dap he dizalc'hded digant Bro C'hall.
- 1969 : dimeziñ a ra John Lennon ha Yoko Ono e Jibraltar.
- 1970 : lanv-du an Othello (60-100 000 tonenn eoul-maen) e Sveden.
- 1979 : ar yezh programmiñ REXX a zo ijinet.
- 1986 : Jacques Chirac a zo anvet da gentañ-ministr Bro C'hall
- 1995 : tagadenn gant ar gaz Sarin e metro Tokyo : 12 den marv ha 1300 gloazet.
- 2003 : deroù aloubadeg Irak gant armeoù ar Stadoù-Unanet hag ar Rouantelezh-Unanet.
Ganedigezhioù
kemmañ- -43 : Ovid, barz roman.
- 1725 : Abdülhamit Iañ, sultan an Impalaeriezh otoman.
- 1737 : Buddha Yodfa Chulaloke, Roue Thailand.
- 1741 : Jean Antoine Houdon, kizeller Gall.
- 1770 : Friedrich Hölderlin, skrivagner alamanek.
- 1811 : Napoleon II.
- 1828 : Henrik Ibsen, skrivagner eus Norvegia.
- 1836 : Sir Edward Poynter, livour saoz.
- 1870 : Paul Erich von Lettow-Vorbeck, jeneral alaman.
- 1906 : Abraham Beame, maer New York.
- 1908 : Sir Michael Redgrave, aktour saoz.
- 1916 : Pierre Messmer, kentañ ministr Bro-C'hall.
- 1939 : Brian Mulroney, kentañ ministr Kanada
- 1974 : Andrzej Pilipiuk, skrivagner polonat.
- 1976 : Chester Bennington, soner stadunanat (Linkin Park).
Marvioù
kemmañ- 1191 : Frederick VI, Dug Souabia.
- 1239 : Hermann von Salza, Mestr Meur Urzh ar Varc'heged Teutonek.
- 1413 : Herri IV (Bro-Saoz).
- 1568 : Alberzh Prusia.
- 1619 : Mathias, Impalaer Roman ha Santel.
- 1727 : Sir Isaac Newton, fizikour ha matematikour saoz.
- 1732 : Johann Ernst Hanxleden, yezhoniour alaman.
- 1746 : Nicolas de Largillière, livour gall.
- 1793 : William Murray, 1añ Kont Mansfield, barner ha politikour skosat.
- 1890 : Alexander F. Mozhaiski, bet unan eus an nijerien gentañ.
- 1897 : Augustin Morvan, medisin ha politiker breizhat.
- 1899 : Franz Ritter von Hauer, douarour aostrian.
- 1925 : George Nathaniel Curzon, stadrener saoz.
- 1926 : Anatol ar Braz, skrivagner ha gwerinoniour.
- 1929 : Ferdinand Foch, marichal e penn an arme c'hall e-pad ar Brezel bed kentañ.
- 1934 : ar rouanez Emma eus an Izelvroioù.
- 1937 : Arthur Bernède, romantour gall bet krouet meur a dudenn gantañ (Belphégor, Judex ha Mandrin en o zouez).
- 1940 : Alfred Ploetz, medisin, bevoniour ha glannouenour alaman.
- 1944 : Frañsez Debauvais, broadelour breizhat.
- 1949 : François-Jean-Marie Serrand, eskob Sant-Brieg.
- 1951 : René Guy Cadou, barzh gallek a Vreizh.
- 1953 : Tangi Malmanche, skrivagner brezhonek.
- 1964 : Brendan Behan, skrivagner iwerzhonat.
- 1990 : Maurice Cloche, filmaozer, produour ha saver senario gall.
- 1990 : Lev Yashin, melldroader etrebroadel (diwaller-pal e roll) eus Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel.
- 1993 : Polykarp Kusch, fizikour a orin alaman, bet tapet ar priz Nobel gantañ.
- 2004 : ar rouanez Juliana eus an Izelvroioù.
- 2005 : Armand Lohikoski, rener filmoù eus Finland.
- 2013 : Zillur Rahman, kentañ ministr Bangladesh.
- 2014 : Bellini, melldroader etrebroadel brazilian.
- 2017 : Martin McGuinness, stourmer ha politikour republikan eus Hanternoz Iwerzhon.