Tangi Malmanche

skrivagner brezhonek
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Tangi Malmanche
Tangi Malmanche
Anv ofisiel Tanneguy Charles François Malemanche
Anv pluenn Tangi Malmanche
Goaldeod
Obererezh Dramaour
Ganedigezh 7 a viz Gwengolo 1875
Saint-Omer, Bro-C'hall
Marv 20 a viz Meurzh 1953
Clichy-la-Garenne, Bro-C'hall
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
  • Marvailh an ene naonek
  • Gurvan ar marc'heg estrañjour
  • An Antekrist
  • Ar Baganiz
  • Gwreg an toer
  • An intañvez Arzhur
  • Buhez Salaun lesanvet ar Foll

Unan eus hon dramaourien veurañ ha gwellañ eo bet Tanneguy Charles François Malemanche, anavezet dindan an anv Tangi Malmanche (1875-1953). Un den a-raok e amzer e oa, daoust ma voe levezonet e oberenn lennegel gant doareoù ar c'hoariva gall ha klasel. Puilh eo e oberoù, a skrivas koulz e brezhoneg hag e galleg.

Ganet e voe Tangi Malmanche d'ar 7 a viz Gwengolo 1875 e Saint-Omer, Pas-de-Calais (Bro-C'hall),
Mab Gustave Étienne Charles Malmanche (* Brest, 1834), komiser er Verdeadurezh, ha d'e wreg Marie-Louise Piédalu (* Douai, 1850) e oa Tanneguy, evel ma voe skrivet en ti-kêr. Daouzek vloaz e oa pa zistroas e dud da Vreizh d'en em staliañ e Brest ; meur a vaered Brest a oa bet er familh Malmanche en XVIIIvet kantved.

Ez-krennard e vevas etre lise Brest ha maner an tiegezh er Rest e parrez Plabenneg. Nepell diouzh ar maner e oa ur vilin ma laboure Urien ar C'hoant hag e wreg Mari ar Rouz ; plijout a rae da Vari kontañ kalz istorioù, hag a-drugarez dezhi e teskas Tangi Malmanche brezhoneg hag e talc'has soñj eus an istorioù-se a-hed e vuhez.

Echu gantañ sudiañ e lise Brest ez eas Tangi da Roazhon d'ober studioù war ar Gwir. Ur wech echu gant ar studioù-se ez eas da Bariz a-benn tapout un aotreegezh war al Lizhiri hag ur skrid-testeni eus Skol-Uhel ar Studioù-Micherel.

Goude e goñje-soudard en droadegiezh (1896-1897) e labouras en Hentoù-Houarn ar C'hornôg e-pad ur pennad.
Kourater kretadurioù e voe ivez a-raok en em staliañ da vestr-gov e Courbevoie nepell diouzh Pariz, war glann gleiz ar Seine, e 1912. Eno ez euredas Jeanne Briantais, d'an 28 a viz Gwengolo en hevelep bloavezh. Ur verc'h, Anne-Marie, a zeuas d'ar c'houblad kent ma voe engalvet Tangi Malmanche e 1914 e Naoned ; e 1916 avat e voe adkaset da Gourbevoie, ma labouras war e vicher evit an arme.

E Pariz e vevas e fin e vuhez, hag en digenvez war-bouez un nebeud mignoned. Da 77 vloaz e varvas hon dramaour brudetañ d'an 20 a viz Meurzh 1953 e Clichy-la-Garenne (Hauts-de-Seine), pell diouzh e vro, « brudet ha dianav » evel ma skrivas gant mousfent ; beziet e voe e Dives-sur-Mer (Calvados), ma oa boas da dremen vakañsoù en hañv.

Resped skrivagner

kemmañ

E miz Here 1898, pa oa 23 bloaz, e voe embannet e oberenn gentañ – ur varzhoneg anvet Sant Iann Balanant — er gelaouenn L'Hermine. E 1900 hag e L'Hermine adarre e voe embannet Marvailh an ene naonek, un drama c'hoariet da zeiz Gouel an Hollsent e maner ar Rest, ar bloavezh-se.
Pemp bloaz war-lerc'h e voe c'hoariet ar pezh en-dro, war leurenn an Athénée-Saint-Germain, e Pariz ar wech-mañ, ha berzh bras a reas.

E miz Eost 1903 e krouas, gant skoazell e vignon al levrier Le Dault, ur gelaouenn lennegel hollvrezhonek, Spered ar Vro hec'h anv. Buan avat e voe digalonekaet ha feuket ar rener gant digasted e genvroiz, ha ne zeuas ar gelaouenn er-maez nemet peder gwech hepken.

Kelenner ivez e voe Tangi Malmanche er bloavezhioù 1904-1905, evit Kevredigezh Bretoned Pariz, La Bretagne. E 1907 e voe embannet e gentelioù brezhonek e stumm ul levr, Le mémento du bretonnant e anv.Oberennoù a bouez bras a savas betek e varv.

Mestr-gov e oa e vicher, met diouzhtu p'en deveze un tammig amzer vak e skrive e brezhoneg. Koulskoude ne oa ket trawalc'h dezhañ sevel pezhioù-c'hoari, pa voullas e skridoù e-unan dre m'en doa staliet ur waskerell-vrec'h en e liorzh.
E bennoberenn, Gurvan, ar marc'heg estrañjour, a voe moullet evel-se hanter-kant skouerenn anezhi, hag ivez moarvat Salaun hag ar ganaouenn diwar-benn Difoeltradur Roazhon.

Siwazh, n'eo ket bet merzet nag anavezet oberennoù Malmanche, evit lies abeg.
« Ugent vloaz re abred ez eo deuet hon dramaour meur  » a skrivas Abeozen, ha gwir a skrivas. Ne oa ket barrek c'hoazh e gempredidi da lenn e oberennoù ha n'o deus komprenet peurvuiañ mann ebet enno. Malmanche en doa kaz ouzh an dud, ha ne oa ket aes tostaat dezhañ.

Oberennoù

kemmañ

An darn vrasañ eus oberennoù Malmanche zo dramaoù awenet gant ar gristeniezh ; ar grennamzer, evel e Buhez Salaun lesanvet ar foll ; ar beurbadelezh, evel e Gurvan ar marc'heg estrañjour ; eneoù an dud veuzet, evel en Ar Baganiz.

Barzhoniezh
  • Sant Iann Balanant, 1898 e kelaouenn L'Hermine.
C'hoariva
Kanaouennoù
  • Kanaouenn ar c'hornandoned, 1904, e L'Hermine
  • Disfoeltradur Roazhon, Aber, Niv.13 (Diskar-amzer 2003, da geñver 50vet deiz-ha-bloaz marv T. Malmanche), pajenn 20
Kontadennoù e galleg
  • Kou le corbeau (1937 er gelaouenn Les Œuvres Libres) ; bet lakaet e brezhoneg gant Pierrette Kermoal : Kou ar Vran, Aber, 2018
  • La monstre de Landouzan
  • Suzanne Le Prestre
  • La tour de plomb

Ar peder c'hontadenn-se zo bet bodet gant Herri Kaouisin ha skeudennet gant Pêr Peron el levr Contes, Paris : Cit Éditions, 1975.

A-zivout ar brezhoneg
  • Le memento du bretonnant
  • De l'utilité du breton

Levrlennadur

kemmañ

Skivet ez eus bet ur bern pennadoù diwar-benn Tangi Malmanche.

  • Tangi Malmanche et le théâtre celtique, L'Echo de Paris, 13 a viz Ebrel 1931.
  • Istor lennegezh vrezhonek an amzer-vremañ (ar pajennoù 105 ha 106 a zo diwar-benn Tangi Malmanche), Al Liamm (1957).
  • Arouezelezh Gurvan, gant Maodez Glanndour, Al Liamm, Niv. 38 (Mae-Mezheven 1953: bloavezh marv T. Malmanche),p. 3
  • Tangi Malmanche (gant Roparz Hemon), Al Liamm, Niv. 38 (Mae-Mezheven 1953: bloavezh marv T. Malmanche),p. 9
  • Tangi Malmanche stourmer (gant Per Denez), Niv. 38 (Mae-Mezheven 1953: bloavezh marv T. Malmanche),p. 13
  • Kannad ur bed all, gant Arzel Even, Al Liamm, Niv. 38 (Mae-Mezheven 1953: bloavezh marv T. Malmanche),p. 17
  • Tangi Malmanche (gant Mikaela Kerdraon), Al Liamm, Niv. 114 (Genver-C'hwevrer 1966).
  • Gwreg an toer, gant Tangi Malmanche (bet embannet er gelaouenn SAV e 1942), Al Liamm, Niv.157 ( Meurzh-Ebrel 1973, da geñver 20vet deiz-ha-bloaz marv T. Malmanche), p. 84, ha skeudennoù Tangi Malmanche p. 102.
  • Treiñ da wir huñvre ur bed marzhus, gant Andrev Gwegen, Al Liamm, Niv.157 ( Meurzh-Ebrel 1973, da geñver 20vet deiz-ha-bloaz marv T. Malmanche)
  • Tangi Malmanche ha Spered ar Vro (gant Maodez Glanndour), Al Liamm N°160, (1973).
  • Tangi Malmanche, gant Maodez Glanndour, Al Liamm, Niv.160 (Gwengolo-Here 1973)
  • Tangi Malmanche, témoin du fantastique Breton (gant Mikaela Kerdraon), Brittia.
  • The Tragic Vision of Tangi Malmanche, gant Reun ar C'halan, e World Literature Today, Vol. 59, No. 3 (Summer, 1985), pp. 357–363 (article consists of 7 pages). Embannet gant University of Oklahoma [1]
  • Arvezioù hag arverioù ar marv e "Marvailh an Ene Naonek", pezh-c'hoari e div nozvezh gant Tangi Malmanche, Morgan ar Menn, Aber, 18, Goañv 2004 : niverenn gouestlet da dTangi Malmanche penn-da-benn.
  • Marvailh 1939, Morgan ar Menn, Aber, 18, goañv 2004, p. 462. Niverenn gouestlet da dTangi Malmanche penn-da-benn.
  • Talvoudegezh ar brezhoneg, gant Tangi Malmanche, Aber Niv.13 (Diskar-amzer 2003, da geñver 50vet deiz-ha-bloaz marv T. Malmanche)
  • Monumant ar vezh, Morgan ar Menn, Aber, 13, 2003, p. 17
  • Tangi Malmanche un den a fent ?, Morgan ar Menn, Aber, 9, 2002, p. 68
  • Tangi Malmanche, kant vloaz zo dija, Morgan ar Menn, Aber, 13, 2003, p. 5
  • Marvailh an Ene Naonek, gant Tangi Malmanche, Aber, Niv.18 (Goañv 2004) : niverenn gouestlet da dTangi Malmanche penn-da-benn, p. 463
  • En ur lenn Tangi Malmanche, gant Morgan ar Menn, Aber, 2015

Daveoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Hervez Morgan ar Menn e rakskrid embannadur Aber, goulennet e oa bet digant Malmanche ar maladur-mañ gant Herri Caouissin, gant ar soñj "e ginnig war al leurenn da goulz Bleun-Brug 1939". Evit gwir ne voe ket diskouezet er Bleun-Brug. "Ne ouzon ket perak", a ouzhpenn Morgan ar Menn. Marteze dre ma oa bet digristenaet un tamm mat e-keñver ar stumm a orin ? Padal c'hoariet e voe gant ar strollad Gwalarn ha skignet gant ar radio Roazhon-Breizh e 1943.