Hauts-de-Seine
Hauts-de-Seine | |||
---|---|---|---|
| |||
![]() | |||
Melestradurezh | |||
Riez | ![]() | ||
Rannvro | Enez-Frañs | ||
Pennlec'h (prefeti) |
Nanterre | ||
Isprefetioù | Antony Boulogne-Billancourt |
||
Prezidant ar c'huzul-departamant | Patrick Devedjian (UMP) | ||
Prefed | Pierre Soubelet | ||
Kod EBSSA | 92 | ||
Kod ISO 3166-2 | FR-92 | ||
Kod Eurostat NUTS-3 | FR105 | ||
Poblañsouriezh | |||
Poblañs | 1 626 213 ann. (2020)[1] | ||
Stankter | 9 240 ann./km² | ||
Douaroniezh | |||
Kenurzhiennoù | |||
Gorread | 176 km² | ||
Adrannoù | |||
Arondisamantoù | 3 | ||
Pastelloù-bro | 13 | ||
Kantonioù | 23 | ||
Etrekumuniezhioù | 1 | ||
Kumunioù | 36 | ||
kemmañ ![]() |
An Hauts-de-Seine (distaget [odˈsɛn]) a zo unan eus an departamantoù savet e 1968 en-dro da gêr Bariz, er rannvro Enez-Frañs. Nanterre eo ar pennlec'h anezhañ. Savet eo bet diwar an departamant kozh Seine ma oa Pariz ar pennlec'h anezhañ, hag un toullad kumunioù eus ar Seine-et-Oise. An niverenn 92 a zo roet dezhañ. Dont a ra e anv — Uhelennoù Saena — eus hini ar stêr Seine.
Unan eus an departamantoù pinvidikañ a zo e Bro-C'hall eo: eno emañ sez un toullad chadennoù skinwel gall, hag eno e vez marilhet ar muiañ a girri-tan.
IstorAozañ
E-pad meur a vloaz eo bet dalc'het an departamant gant ur skipailh renet gant Charles Pasqua, bet prezidant ar SAC a-raok bezañ ministr an Diabarzh. Nicolas Sarkozy a oa prezidant Kuzul an Departamant betek miz Mae 2007. Anvet da brezidant Bro-C'hall en doa roet e zilez.