7 Gwengolo
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1191 : Trede kroaziadeg : trec’h eo soudarded Richarzh Iañ (Bro-Saoz) war armeoù Saladin en Emgann Arsuf.
- 1254 : Degouezhout a ra Loeiz IX (Bro-C'hall) e Pariz, distro eus ar Seizhvet kroaziadeg.
- 1303 : lakaet harz war ar pab Bonifas VIII en Agnani (Italia).
- 1341 : Barnadenn Conflans : ar roue gall Fulup VI a ziskleir eo Charlez Bleaz an hini eo gwir Zug Breizh, ha setu kroget Vrezel Hêrezh Breizh .
- 1646 : penn-kentañ Seziz Dukark (1646).
- 1757 : Emgann ar Moys (Brezel Seizh Vloaz).
- 1812 : Emgann ar Moskva.
- 1821 : savet eo Kevre Kolombia Vras en hanternoz Suamerika, gant Simón Bolívar da brezidant.
- 1822 : Brazil dizalc'h diouzh Portugal.
- 1855 : Emgann Malakoff etre al luioù gall ha rusian e-kerzh Brezel Krimea.
- 1863 : degouezhout a ra ar c'hentañ tren en tiez-gar Sant-Brieg, Gwengamp ha Kemper.
- 1886 : dilezet e c'halloudoù gant Aleksandr Iañ (Bulgaria).
- 1940 :
- sinet eo Emglevioù Craiova etre Bulgaria ha Roumania.
- krog eo ar Blitz gant al Luftwaffe (aerlu alaman) ouzh ar Rouantelezh Unanet.
- 1953 : aet Nikita Khrouchtchev da gentañ sekretour Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1533 : Elesbed Iañ (Bro-Saoz), rouanez Bro-Saoz hag Iwerzhon adalaek 1558 betek he marv.
- 1703 : Augustin-Marie Poullain-Duparc, gwiraour arbennikaet war ar Gwir breizhek.
- 1707 : Georges-Louis Leclerc, comte de Buffon, bevoniour ha jedoniour gall.
- 1726 : François Philidor, sonaozour ha mestrc'hoarier echedoù gall.
- 1842 : Johannes Zukertort, mestrc'hoarier echedoù poloniat.
- 1866 : Tristan Bernard, skrivagner gall.
- 1875 : Tangi Malmanche, skrivagner breizhat.
- 1895 : Jacques Vaché, mignon da André Breton, skrivagner gall.
- 1901 : Yann Sohier, skolaer ha difenner ar brezhoneg er skol.
- 1909 : Elia Kazan, filmaozer, leurenner c'hoariva ha skrivagner stadunanat.
- 1930 : Baldoen Iañ, Roue Belgiz.
- 1936 : Buddy Holly, gitarour ha kaner-sonaozer Rock 'n' roll stadunanat.
- 1949 : Gloria Gaynor, kanourez stadunanat.
- 1963 : Joël Bruneau, politikour norman.
Marvioù
kemmañ- 1151 : Jafrez V (Geoffroy le Juste ha Geoffroy Plantagenêt e lesanvioù), kont Anjev, diazezer tierniezh ar Plantagenêts.
- 1559 : Robert Estienne, mouller gall.
- 1566 : Suleiman ar Meurdezus, 9vet sultan an Impalaeriezh otoman.
- 1873 : Jules Verreaux, evnoniour ha louzawour gall.
- 1962 : Karen Blixen, skrivagnerez dan
- 1984 : Liam O'Flaherty pe Liam Ó Flaitheartaigh en iwerzhoneg, skrivagner iwerzhonat.
- 1997 : Mobutu Sese Seko, eil prezidant Republik Demokratel Kongo.
- 1978 : Keith Moon, soner taboulin saoz, ezel eus ar strollad The Who.
Lidoù
kemmañ- er Relijion gatolik :
- Brazil : Devezh an dizalc'hiezh (1822).