Loeiz IX (Bro-C'hall)
Loeiz IX (anavezet gwelloc’h evel sant Loeiz) a zo bet ganet d’ar 25 a viz Ebrel 1214 pe 1215, e Poissy, en Yvelines (Bro-C'hall) moarvat, ha marvet d’ar 25 a viz Eost 1270 e Tuniz (Tunizia).
Roue Bro-C'hall e oa adalek 1226 betek 1270.
Diorroen a reas ar justis roueel ma teuio ar roue da vezañ ar "justiser uhelañ" a-us justis an aotronez gladdalc’hel.
Mab e oa da Loeiz VIII (1187-1226), lesanvet Loeiz al Leon, roue Bro-C’hall, ha Blanche de Castille (1188-1252). Breur henañ Charlez Iañ Sikilia e oa.
Rejañs Blanche de Castille
kemmañNe oa ken daouzek vloaz pa voe kurunennet d'an 29 a viz Du 1226 e Reims gant eskob Soissons, Jacques de Bazoches. E vamm, Blanca de Castilla a renas en e lec'h gant an titr a « baillistre ». E-pad pell e viro ul levezon bras war ar galloud, betek 1242 marteze, en tu all da oad gour ar roue d'an nebeutañ, deut da vezañ gour en un doare ofisiel adalek ar 25 a viz Ebrel 1234.
Dimeziñ ha bugale
kemmañMammennoù ha levrlennadur
kemmañ- Georges Duby, Histoire de la France des Origines à nos Jours, Pariz : Larousse, coll. In Extenso, 2003 (ISBN 2-03-575200-0)
- Yann Joinville, J. Monfrin (embanner), Vie de saint Louis, (Da lenn enlinenn war lec’hienn ar BNF)
Notenn: Yann Joinville a voe e vuhezskridour pennañ (Buhez sant Loeiz) hag unan eus an testoù pennañ da vare e brosez santelezhadur. Eñ an hini a zanevellas, da skouer, e veze rentet ar justis gant Sant Loeiz dindan ur wezenn-derv : « Meur a wezh e-pad an hañv ez ae da azezañ e koad Vincennes goude e oferenn, e harpe e gein ouzh ur wezenn-derv hag e lâre deomp koazeañ en-dro dezhañ. Hag an holl o doa un diastaer bennak a zeue da gomz gantañ hep bezañ harzet gant un ucher pe unan bennak all. »
- Jacques Le Goff, Saint Louis, Pariz : Gallimard, 1996, (ISBN 2-07-073369-6)
- Hervé Pinoteau (testennoù) ha Claude Le Gallo (skeudennoù), Saint Louis : son entourage et la symbolique chrétienne, Lathuile : éditions du Gui, 2005, 240 p. (ISBN 2-9517417-4-X)
- Gérard Sivéry, Louis IX, le roi saint, Tallandier Historia, 2002 (ISBN 2-235-02317-7)
Liammoù diavaez
kemmañ- (fr) Bro-C’hall dindan Loeiz IX pe sant Loeiz en un doare eeun. E vuhez.
- Livre des saintes paroles et des bons faiz nostre roy saint Looys gant Yann Joinville.
- Lignez sant Loeiz
En e raok: Loeiz VIII |
Roue Bro-C'hall 1226 – 1270 |
War e lerc'h: Fulup III |