Elesbed Iañ (Bro-Saoz)
![]() |
|
- Meur a Elesbed Iañ zo bet.
Elesbed Iañ, ganet d'ar 7 a viz Gwengolo 1533 ha marvet d'ar 24 a viz Meurzh 1603, a voe rouanez Bro-Saoz hag Iwerzhon adalek ar 17 a viz Du 1558 betek deiz he marv, hag an hini diwezhañ eus an dierniezh Tudor.

War-dro 1575 – Arzour dianav
Lesanvet e oa The Virgin Queen ("ar Rouanez Werc'h"), Gloriana, pe c'hoazh Good Queen Bess ("Rouanez 'Lesbed Vat").
He buhezAozañ
Merc'h e oa da Herri VIII hag Anne Boleyn, e eil pried.
Daou vloaz hanter e oa Elesbed pa voe dibennet he mamm. Disklêriet e voe e oa Elesbed ur vastardez.
He lezvreur Edward VI a legadas ar gurunenn da Jane Grey, diwar-goust gwirioù e ziv lezc'hoar, Elizabeth ha Mary, en desped d'al lezenn. Ne voe ket dalc'het kont eus e youl, Mary a voe anvet da rouanez, ha Jane Grey a voe dibennet.
E 1558 e teuas Elesbed da vezañ rouanez war-lerc'h he lezc'hoar, goude bezañ bet karc'haret tostik da vloaz, abalamour ma vije bet harperez ar brotestantiezh.
Rouanez Bro-C'hall e voe ivez (an titl hepken) ha rouanez Iwerzhon, adalek ar 17 a viz Du 1558 betek he marv.
Un tamm barzhez a oa anezhi, met brudetoc'h eo abalamour m'he doa lakaet dibennañ he c'heniterv Mari Stuart, rouanez Bro-Skos.
En he raok : Mari Iañ |
Rouanez Bro-Saoz Rouanez Iwerzhon 1558 – 1603 |
War he lerc'h : Jakez Iañ |