Jane Seymour
Jane Seymour, ganet war-dro 1508, marvet d'ar 24 a viz Here 1537, a oa trede pried ar roue saoz Herri VIII goude marv Anne Boleyn, dibennet e 1536.
Jane Seymour
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Saoz |
Anv e yezh-vamm an den | Jane Seymour |
Anv-bihan | Jane |
Anv-familh | Seymour |
Titl noblañs | rouanez kenseurt |
Deiziad ganedigezh | 1508 |
Deiziad ar marv | 24 Her 1537 |
Lec'h ar marv | Hampton Court Palace |
Abeg ar marv | puerperal infection |
Lec'h douaridigezh | St George's Chapel, Windsor |
Tad | John Seymour |
Mamm | Margery Wentworth |
Breur pe c'hoar | Elizabeth Seymour, Lady Cromwell, Henry Seymour, Thomas Seymour, 1st Baron Seymour of Sudeley, Edward Seymour, 1st Duke of Somerset |
Pried | Herri VIII |
Bugel | Edouarzh VI |
Kar | Mari Iañ Bro-Saoz, Elesbed Iañ |
Familh | House of Seymour |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | Plac'h-enor |
Relijion | Iliz katolik roman |
Liv an daoulagad | glas |
Liv ar blev | blev melen |
Deskrivet dre | Jane Seymour, Jane Seymour (1509-1537), Jane Seymour (c.1509 –1537) (after 1536 original), Jane Seymour (c.1509 –1537) (after 1536 original) |
Dimezell e oa gant Catherine of Aragon, ha goude gant Anne Boleyn. Embannet e voe ar promesa-eured d'an 20 a viz Mae 1536, en deiz war-lerc'h ma voe dibennet Anne Boleyn, ha graet e voe an eured dek deiz goude. Anvet e voe da rouanez, en ofisiel, d'ar 4 a viz Even. Ne voe ket kurunennet avat rak d'ar c'houlz-se edo ar vosenn oc'h ober he reuz e kêr Londrez.
Ur mab a roas d'ar roue, Edouarzh VI. Mervel a reas prestik goude.
Tri bloaz goude marv Jane ec'h addimezas ar roue da Anna von Jülich-Kleve-Berg, ne badas o friedelezh nemet un nebeud mizioù, rak torret e voe buan.